12 albom nevez Arzhig Du e brezhoneg

Présentation de livre publié le 25/09/14 22:12 dans Littérature par Arno Elegoed pour Arno Elegoed
https://abp.bzh/thumbs/35/35205/35205_1.jpg

Emañ Bannoù-heol o paouez embann 12 albom nevez. Fiziet eo bet troidigezhioù levrioù Arzhig Du da skolidi divyezhek. 7 klas o deus labouret war ar raktres-mañ :

- Arzhig Du o tont er-maez eus ar gibell : 2vet klas divyezhek lise Brizeug Kemper (N. Monfort)

- Arzhig Du en deus aon rak an deñvalijenn : 3de kelc'hiad Diwan Kerfeunteun Kemper (Y. Guillamot)

- Arzhig Du er sirk : 3de kelc'hiad divyezhek skol bublik An Erge Vras (C. Guezennec ha T. Seznec)

- Arzhig Du oc'h ober un hurlink : 6vet, 5vet ha 4re klas divyezhek skolaj S.-Youenn Kemper (S. Ollivier)

- Arzhig Du er gourmarc'had : 6vet klas divyezhek skolaj Brizeug Kemper (N. Monfort)

- Arzhig Du o vont da lalla : Aotreegezh 1 – SBI Kemper (N. Monfort)

- Arzhig Du o reiñ ur prof da vammig, Arzhig Du o c'hoari en e gibell, Arzhig Du a lavar « ket », Arzhig Du o kousket e ti e genderv, Arzhig Du hag ar plijadurioù bihan, Arzhig Du o tresañ : 3de klas divyezhek skolaj S.-Stanislas Lokournan (Y-J Mouton)

1000 skouerenn eus pep albom a zo bet moullet. E gwerzh emañ al levrioù war lec'hienn Bannoù-heol (voir le site) pe el levrdioù.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 8 ?