11 a viz Kala-Goañv 2008 : Lid ar Peoc'h e koun ar soudarded a Vreizh aet d'an anaon a-hed ar c'

Agenda publié le 6/11/08 10:50 dans Histoire de Bretagne par Claude Bagousse pour Claude Bagousse
https://abp.bzh/thumbs/12/12832/12832_1.jpg

Ar gevredigezh Santez Anna Gwened a ginnigo ur lid hag ur sonadeg a-benn ar Meurzh 11 a viz Kala-Goañv 2008, da 3 eur d'enderv, e penniliz Santez-Anna-Gwened.

Da-geñver an 11 a viz Kala-Goañv e faot da Santez Anna Gwened lidiñ ar Peoc'h ha tolpiñ an dud evit derc'hel soñj ha koun ag ar lazhadeg vras a oa bet er brezel bed 1añ hag ar mell cheñchamant a oa daet d'e heul evit tonkadur, sevenadur ha yezh Pobl Breizh.

Lerc'h-ouzh-lerc'h e vo Jorj Belz ha Jean-Paul Rieux é lenn testennoù skrivet e brezhoneg get Loeiz Herrieu, Yann-Ber Kalloc'h hag Emile Masson, ha 5 laz-kanal (170 a dud) – Bouezh Santez Anna, Bubri-Melrant, Kalonoù Derv, Kanerion ar Skorv ha Bouezh er Mor – é kanal ur pemzek sonenn vrezhonek bennak a denn da istoer ar Vretoned e-pad ar brezel bed 1añ ; evit ambroug ar ganerion hag ar brezegourion e vo ivez ar sonerion André Le Meut ha Dominique Le Blay .

Mod-arall e vo meur a sonenn da lakaat an dud er sal da ganal asambl get ar lazioù-kanal, ken evit ober bourrapl d'an holl, ken evit roiñ da anavet ar sonennoù-se.

Digoust e vo mont a-barzh, met goulenn a reomp get an dud en em gavout da 3 eur d'enderv, dre ma n'eus ket kalz a blas en iliz. Krogiñ a ray an abadenn get ur prantad e koun ar re varv dirak ar C'hounlec'h e-tal ar penniliz.

Evit gouiet hiroc'h : 02 97 36 66 81 ha santez-anna-gwened@aliceadsl.fr

(voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 7 ?