E Gwened e oa bet aozet lid roidigezh Prizioù dazont ar brezhoneg d'ar Gwener 17 a viz Mezheven, dirak an it. Lena Louarn, besprezidantez ar C'huzul-rannvro e karg eus yezhoù Breizh hag an ao. David Robo, maer Gwened. Gantañ e oa deuet Gabriel Sauvet, eilmaer karget eus ar sevenadur, Patrick Mahé ha Philippe Le Formal, kuzulierien-kêr. Dudius eo bet ar prantadoù sonerezh gant ar c'hlavisin a zo bet kinniget d'an dud gant an it. Claude Nadeau, prezidantez skol Diwan Pariz ha sonourez varok.
Gant an Ofis Publik e vez aozet ar prizioù-se hag a oa bet krouet e 2002 diwar c'houlenn ar C'huzul-rannvro. Savet int bet evit lakaat war wel ha skoazellañ an oberoù kaset da benn a-unanoù pe a-stroll evit ar brezhoneg.
4 rummad zo. E pep hini anezho e vez enoret 3 loread.
Er rummad kevredigezh eo bet roet an trede priz d'ar gevredigezh « Hipolenn » a glask reiñ ar c'hoant lenn e brezhoneg d'ar vugale dre aozañ abadennoù lenn, abadennoù kontañ, dre brestañ levrioù ha kement 'zo.
An eil priz a zo aet gant ar gevredigezh Skrabidoull bet krouet gant Patrick Béchard a zo o chom e Gwened. Savet ez eus bet ul lec'hienn gant ar gevredigezh ma c'hell neb piv bennak postañ ha/pe bellgargañ bannoù-treset e brezhoneg.
D'ar gevredigezh Bretoned Sant Gwilherm eo bet roet ar priz kentañ. Studierien Sciences-Po Pariz a orin eus Breizh a vez bodet er gevredigezh-mañ. Ar priz kentañ a zo bet roet dezhi evit bezañ deuet a-benn da enrollañ o statudoù en div yezh e Prefeti Pariz.
Er rummad «embregerezhioù» eo aet an trede priz gant an embregerezh Geval Onyx evit bezañ diorroet ar brezhoneg war skoroù brudañ e broduioù adverañ.
An eil priz a zo aet gant Fnac Roazhon, Fnac kentañ Frañs a ginnig ur panellerezh divyezhek.
Hag ar priz kentañ a zo bet roet d'an Apotikerezh Chéret, staliet e Sant-Eganton, a ginnig ur panellerezh divyezhek er stal a-bezh.
Er rummad “Strollegezh” eo aet an trede priz gant ti-kêr Lokmaria-Kaer evit e oberoù diorren ar yezh en un takad touristel-kenañ ; gant Poc'hêr Kumuniezh eo aet an eil priz evit bezañ lakaet an divyezhegezh war wel war aveadurioù ar gumuniezh e servij an dud (kirri, koufroù al lastezerezh, salioù dudi). Hag ar priz kentañ a zo bet gounezet gant kumun Kemperle evit al labour don kaset da benn gant holl servijoù an Ti-kêr a genlabour en un doare frammet hag efedus-kenañ hag evit bezañ staliet plakennoù-straed er gumun a-bezh.
Hag evit echuiñ, er rummad « hiniennoù » eo Vladislav Ezhov, a orin eus Rusia, studier yaouank war ar brezhoneg abaoe 2006 e Roazhon, hag a zo oc'h echuiñ ur master war ar yezh, en deus tapet an 3e priz. An eil priz a zo aet gant Yann-Varc'h Thorel, ha troer Dostoïevski. Yann-Varc'h Thorel, kelenner e skol Diwan Sant-Briegen deus tapelt an eil priz evit e droidigezh eus « Menez an ene » skrivet gant Gao Xingjian skrivagner sinaat tapet ar priz Nobel gantañ. Aet eo ar priz kentañ gant Mikael Bodlore-Penlaez evit bezañ savet, gant skoazell Divi Kervella, ar pezh-mell « Atlas Breizh » brav.
Evit gouzout hiroc'h, pellgargit ar pezh stag.
■