10 vloaz skolaj Diwan ar Morbihan : prezegennoù ha fest-noz vras

Communiqué de presse publié le 20/10/10 21:22 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/20/20287/20287_1.jpg

Lidet e vo 10 vloaz ar skolaj gant prezegennoù war ar gwenedeg, gant tri den a galite er skolaj ha da c'houde e vo ur fest-noz vras ba Pleskob.

Deuet eo a-benn ar skipailh kalonek a oa e penn kentañ ar raktres da sevel ur skolaj gant meur a gant skolajiad e kreiz kêr Gwened, gant ur skipailh kasourien ha kelennerien a feson : beajoù e bro Skos, kanaouenn ar Redadeg ijinet gant David ar Gall hag e skolidi, eskemmoù gant skolaj Gwiseni, kerlenn lenn gant Morgan ar Menn, bugale kanerien ha sonerien ampart, ha budjon forzh pegement !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 5 ?