"Sklerijenn ar feiz kristen" e brezhoneg

Présentation de livre publié le 25/02/15 18:51 dans Littérature par Gwilmod Tepod pour Gwilmod Tepod
https://abp.bzh/thumbs/36/36578/36578_1.jpg
Golo Lumen fidei

Dindan ar wask emañ kelc'h-lizher ar Pab Frañsez gant Embannadurioù Imbourc'h.

Ul levrig 87 pajennad ez eo, bet troet en ur brezhoneg klasel gant Paol Kalvez, daoust m'eo diaes-mat an danvez.

Er c'hlec'h-lizher-mañ, bet kroget gant Benead XVI ha gourbanet gant e warlerc'hier, ez eus anv eus ar Feiz : sklerijenn ar feiz eo anv al levr, diouzh anv ar gerioù latin kentañ a gaver er skrid latin orin : Lumen Fidei.

Pa rank ar brezhoneg bezañ ur benveg gouest da blediñ gant holl dachennoù buhez-spered Mab-den, ez eo reizh kavout oberennoù a seurt-se en hor yezh, daoust pegen skort e vo marteze al lennerion a c'hoantaio magañ o feiz gant seurt lennadur.

War dachenn ar relijion e teu an oberenn-mañ e ti Imbourc'h da heul «Diverradur Katekiz an Iliz katolik», 13 levrenn ofis al lennadurioù liderezh an Eurioù (Brevial), Levr «An Hent» diazezer an Opus Dei, An Nor d'ar Vuhez Deol gant Sant Frañsez a Sal, Gourbannoù (Kofesioù) Sant Eosten, Emvuhezskrid Santez Tereza Vihan, adembannadur buhezioù Dom Mikael an Noblezh hag an Tad Maner.

10 euro eo al levr e ti EAT, Kergreven, 29800 Trelevenez

(voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 2 ?