"Plantomp reuz, tudoù !"

Rapport publié le 1/04/12 22:00 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
manifpemp.mp4

Komzoù kreñv Nolwenn Korbell dec'h war blasenn ar Resistañs e Kemper...


Doare Nolwenn da gregiñ he abadenn a oa ur galv evit mont pelloc'h. Gwir eo ar vanifesterien n'o doa ket klevet diskourioù, ha koulskoude eo gant an arzourien evel Nolwenn hag he genseurted oa bet graet al labour.

Gant al louarn kozh Bernez o kemer he heul hag ar Ramoneurs, peadra oa da soñjal emañ bedig bed ar brezhoneg o kemer muioc'h mui hent ar stourm...

Dreist-holl pa weler pegen dister eo plas ar manifestadegoù a zo bet e pep lec'h e bro C'hall er c'hazetennoù bro C'hall ...

Ne vez ket komzet deus bro Spagn, ne vez ket komzet eus ar pezh a c'hoarvez e Palestinia, ne vez ket komzet kalz, benn ar fin e mediaoù bro Frañs eus ar pezh a fiñv er bed : war an 48vet renk evit frankiz ar media eo bro C'hall (sontadeg Reportourien diharz), neuze ...

Neuze, ret e vo d'an holl o deus c'hoant da brientiñ ur bed gant keloù gwirion implij Internet, ha doareoù emren.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 9 ?