E klevet ar c'hoarzhadennoù àr porzh an Oriant hag AC/DC c'hoariet get ur gaita é ouiomp doc'htu emañ kroget get ar Kitchen Music. Ar genstrivadeg-se ; sponsorizet get Lancelot evit ar re ne ouient ket, a lak da seniñ sonerion binioù kozh hag all da c'hoari ha da c'hoarzhiñ. Etre 14 eur ha 18 eur emañ bet roet nerzh ha fent d'an arvesterien get sonerion é adc'hoari an Titanic astennet àr ar gloued. Frommus eo bet ivez ar genstrivadeg get unan é seniñ pa oa e verc'h bihan é tañsal dirak sell boemet an arvesterion. Ar Kitchen Music a chomo neuze en Emvod ar genstrivadeg farsusañ ar blez-mañ c'hoazh.
■kenstrivañ (strivañ = fournir un effort) : concourir
Benel eo an holl c'herioù enno al lostger -adeg.
ar c'henskrivadeg (genskrivañ = écrire des gènes ? des joues ?) : l'écriture à plusieurs de gènes, de joues ???
ar genskrivadeg : la correspondance de groupe ??
ar genstrivadeg : le concours