"Gwallgaset" : Erminig aour 2015

Communiqué de presse publié le 28/05/15 18:28 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

E Karaez hiziv e oa bodet 300 lisead ha skolajiad e sal sinema ar Gazeg c'hlas e Karaez : skignet oa bet 14 film war an 30 oa bet kaset

Frouezhus ha dichortoz ar filmoù sevenet e pemp skolaj Diwan hag al lise : eured heñvelreizh gant skolaj Naoned, ar gwask gant skolaj Ar Releg, istorioù krign bev gant liseidi Karaez, filmigoù fentus gant Gwiseni, labour dic'hortoz skolajidi Plijidi... Ijin, fent, labour a-stroll ha gant ar c'hlasad a-bezh,d reist-holl evit skolaj Gwened.

Gourc'hemennoù d'an holl o deus labouret evit seveniñ ar filmoù, sikour ar re yaouank hag o kelennerien. Gant ma vo filmourien e leiz e brezhoneg da c'houde !

Erminig aour : «Gwallgaset», Skolaj ar Releg

Erminig ar senario : «Devezh kentañ va buhez» (lise Karaez)

Erminig an aktourien : «Heuliadenn SD» (Plijidi)

Erminig ar sonerezh : «Boued lipous» (Gwiseni)

Brezhoneg : «Ar c'hleñved diaouleg, Der Unfall» (Gwened)

Priz ispisial : «Piv eo homañ ?» (Plijidi)

Priz an arvesterien : «Traouigoù» (Lise Karaez)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 2 ?