"Café Breton" gant Per Chapalain

Conference debat publié le 27/01/11 17:47 dans Langues de Bretagne par Michel Treguer pour Michel Treguer
https://abp.bzh/thumbs/21/21144/21144_1.jpg
Per Chapalain

An abadenn « Café Breton » d'ar meurzh 1añ a viz Chwevrer, 6 eur noz, stal-levrioù Dialogues, straed Siam e Brest, a zegemero un Leonad dreist-ordinal : Per Chapalain, labourer douar, kuzulier e barrez e-pad 6 vloaz ha maer e-pad 30 !

Ha n'eo ket Gwinevez (Plounevez-Lochrist) ur gumun evel ar re all ! Aze eo bet skrivet ar romant brezhonek kentañ, « Emgann Kergidu », gant e oberour Lan Inizan. Atanchoù a zo war al lec'h evel just, met ivez manerioù bras Keremma, leun a vinistred, jeneraled hag amiraled… E Gwinevez ivez, e Kerizinen, eo deuet ar Werc'hez Santel da gaozeal gant ur baourez, hag eo bet savet ur chapel vras evit derc'hel soñj eus ar weledigezh-se.

Diwar-benn an holl danvezioù-se en deus per Chapalain ur bern traoù da gontañ, en e vrezhoneg brav ! Deuit e-leizh, plijadur a vo, sur !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 1 ?