Savet eo bet ar pezh c'hoari « Bag an Ankou » diwar romant brudet Per Mac Orlan « [[Les Clients du Bon Chien jaune]] ». E-pad daou vloaz eo bet disklêriet ar pezh e galleg-brezhoneg, e añv o vezañ « Les Pirates du Chien Jaune », e Meneham, Kerlouan, e Kastell Perzell e Plougonvelen hag er Vadalenn e Brest.
Er bloaz-mañ evit ar bloavezh diwezhañ e vezo displeget ar pezh e Kerlouan adarre, etre ar 5 hag an 8 a viz Eost. D'ar 6, 7, 8 e vezo er stumm galleg-brezhoneg ha d'ar Yaou 5 a viz Eost e vezo e brezhoneg penn-da-benn.
Klevout ar vorlaeron o komz brezhoneg war an aod, an tevenn, reier ha mor ar Vro Bagan a vezo sebezus moarvat. Un dro vat eo sur gellout sevel seurt abadennoù bras e brezhoneg penn-da-benn.
An istor
Loeiz Benig, pevarzek vloaz, n'en deus na tad na mamm. Dont a ra da labourat e ti e donton Nikolaz Benig en ostaleri Ar C'Hi Melen e Keravel Brest. Mont a raio Loeiz da heul al laeron-vor, Bara-Du ha Maze Miles, e bourzh Bag an Ankou...
Daou romant en deus skrivet Pierre Mac Orlan diwar benn Brest er XVIIIvet kantved, gant ar galeoù, karter paour Keravel, ar c'hastell, al listri brezel, ke kenwerzh...
Kerlouan 5, 6, 7 ha 8 a viz Eost
Meneham
9 e 30 noz
E galleg-brezhoneg
Nemet ar 5, pa 'vo ar pezh e brezhoneg penn da benn.
Ul levr, daou bladenn
Embannet e vo a-benn neuze al levr « Bag an Ankou » gant Ti Embann ar Skolioù (T.E.S. Sant Brieg) gant poltriji kaer Mark Letissier tennet e-pad an abadennoù e Kerlouan, Brest ha Plougonvelen ha 2 bladenn gant mouezhioù ar c'hoarierien ha sonerezh ar pezh-c'hoari.
Strollad Ar Vro Bagan
Savet e oa bet Strollad c'hoariva Ar Vro Bagan e 1973 en ur gevredigezh (1901) oa bet krouet e 1965 evit kas yezh ha sevenadur Breizh war-raok. Tud a-vicher zo enni, gopret da vat pe krog-diskrog, hag un toullad c'hoarierien a-youl-vat.
Titouroù :
arvrobagan@wanadoo.fr
Pierre Le Hir : 02 98 83 31 01
Malou Floc'h : 02 98 83 12 40
■