Ar Rannvro aloubet gant Ai'ta !
D'ar 21añ a viz Meurzh en em vodo kuzulierien Rannvro Breizh evit votiñ o lod diwar-benn an dañvez-lezenn digreizennañ hag a zo war ar stern. Setu un degouezh dibar evit ma vo savet ur wir chadenn bublik divyezhek evit Breizh !
Dalc'het hon eus soñj en doa votet a-unvouezh ar c'huzul rannvro, e 2004, ur steuñv evit diorren ar brezhoneg… hag unan deus ar palioù ennañ a oa un hevelep chadenn skinwel bublik en div yezh. E miz Kerzu 2012 e vote c'hoazh ar guzulierien ur mennad a-du gant an dra-se.
Met gallout a rafemp krediñ o deus kollet kalon abaoe, ha n'eo ket sur tamm ebet int prest da c'houlenn ur chadenn pad da Via Stella (savet e bro Gorsika e 2007). Evit degas da soñj dezhe o c'homzoù brav eo bet aloubet ar C'huzul Rannvro gant Ai'ta ! disadorn. Pignet o doa ar stourmerien war pondalez ar savadur e kreiz kêr Roazhon evit goulenn groñs ma vo doujet ouzh o ger, ha poaniet diouzhtu da sevel ar chadenn-se, ken pouezus evit dazont Breizh hag ar Vretoned.
Tan 'zo ba'n ti, e-giz ma 'zo bet lâret ! Setu perak e c'houlenn Ai'ta ! d'ar 700 den deuet d'en em chadenniñ miz 'zo e Brest, Naoned ha Roazhon, koulz ha d'an holl dud a fell dezhe reiñ un dazont d'hor yezh, skrivañ d'ar C'huzul Rannvro ha goulenn groñs ma vo labouret ha kaset an teuliad-se war-raok, kerkent hag an dalc'h da zont e miz Meurzh :
presidence@region-bretagne.fr
Aes eo da dout an dud en ober, da c'hortoz an oberennoù hag ar manifestadegoù a vo ret deomp sevel buan-buan bremañ. Stourmomp evit bezañ doujet… Brezhoneg bev !
■