il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /9901.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

Ar bloaz-mañ, hag evit ar pempvet gwech, aozet e vo lodenn gentañ ar Skrivadeg e brezhoneg gant Ti ar vro Kemper.

Al lodenn gentañ, evit Bro Gemper, a vo aozet d'an 8 a viz Meurzh 2008, da 2e goude-merenn, e Ti ar Vro Kemper, evel e vo graet un tamm pep lec'h e Breizh.

Digor d'an holl eo an darvoud dudius-se, a zo e bal bodañ tro-dro d'ar brezhoneg koulz tud yaouank ha tud koshoc'h, brezhonegerien ampart pe tud o teskiñ, skolidi, studierien, tud en oad.

Pemp rann a vo : CE hag oadourien o teskiñ, CM hag oadourien live etre, Skolaj hag oadourien barrek, Lise hag oadourien ampart, oadourien live uhel.

Prizioù ha profoù a vo roet d'al loreidi a c'hello kemer perzh en eil tro a vo dalc'het er Faou, d'ar 17 a viz Mae 2008. Ur mare kafe a vo kinniget a-raok ar prizioù.

Ti ar Vro Kemper. 3, Plasenn Familh Gabai. 29000 Kemper. 02-98-90-70-43


Vos commentaires :
Mardi 7 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 0 multiplié par 5 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.