il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /9750.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

"Deomp d'ar playa ! Bamos d'an draezhenn, ho ho ho !"

Kinnig a ra ar gevredigezh Kentelioù an Noz ur dibenn-sizhun staj er greizenn "Les Korrigans" er Poulgwenn d'ar Sadorn 15 ha d'ar Sul 16 a viz Meurzh 2008.

Peder c'hentel evit pevar live studi war daou zevezh ! Peadra da reiñ startijenn d'an deskiñ brezhoneg en un aergelc'h a blijadur, fest hag etreoberiat. N'eo ket harpet hot stajoù war an hentennoù implijet en hor c'hentelioù met war c'hoarioù, sketchoù hag obererezhioù savet a-ratozh-kaer.

Priz ar staj etre 45 ha 65 €. Bod ha boued kinniget. Ar greizenn dudi ha vakañsoù "Les Korrigans" zo d'an 13 bali ar Golf er Poulgwenn. Gallout a reer lakaat e anv betek ar Sadorn 8 a viz Meurzh. Titouroù hag enskrivadurioù : kann@netcourrier.com pe 02 40 20 39 74. Ar pezh-stag a c'hellit ivez pellgargañ, leuniañ ha degas deomp d'ar chomlec'h da heul : Kentelioù an Noz - 10 straed ar Bourget - 44000 Naoned.

Da 4 eur e vo echu ar staj d'ar 16 a viz Meurzh a-benn ma c'hallo pep hini mont da votiñ.


Vos commentaires :
Lundi 6 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 9 multiplié par 9 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.