il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /9747.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:2
https://abp.bzh/thumbs/97/9747/9747_2.gif
Benac'h Louergad ha Tregrom a sin ar garta Ya d'ar brezhoneg
https://abp.bzh/thumbs/97/9747/9747_3.gif
Ti-kêr Plouvagor a sin ar garta Ya d'ar brezhoneg

Karget mat eo bet implij-amzer Ofis ar Brezhoneg en dibenn-sizhun tremenet dre m'eo bet sinet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Benac'h, Louergad, Tregrom ha Plouvagor etre digwener ha disadorn. 23 c'humun o deus sinet ar garta e Bro-Dreger a-benn bremañ.

D'ar Gwener 15 d'ar 6 eur abardaez Maered Benac'h (an Ao. Jean David), Louergad (an Ao. Michel Guillou) ha Tregrom (an Ao. Gildas Troadeg) hag o c'huzulierien-kêr a zo bet bodet e Ti-kêr Benac'h evit sinañ asambles ar garta Ya d'ar brezhoneg dirak an It. Lena Louarn, prezidantez an Ofis. Kuzulioù-kêr Benac'h ha Louergad o doa votet evit tapout al label live 1 ha kêr Tregrom evit al label live 2. En he frezegenn eo bet displeget gant Lena Louarn e oa bet dibabet gant Benac'h ha Louergad daou ober pouezus-tre. Sellet a reont ouzh ar skoazellañ hag an diorren klasoù divyezhek en ur gumuniezh kumunioù a zo enniar muiañ a vugale skoliatet er c'hentañ derez divvyezhek evit Breizh a-bezh. (Daoust da se ez eo ret stourm bepred evit mirout d'ar c'hlasoù-se bezañ serret). An oberoù-mañ ma vezont kaset da benn vat a c'hello degas pelloc'h ar brezhoneg war-du an eil derez evit ma vefe un heuliad reizh gant kelennadurezh ar vugale. Mod-all e kemero perzh Louergad e koulzad brudañ ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet hag un enklask a vo graet e-touesk implijidi Ti-kêr Benac'h a-benn gouzout hag-eñ e komzont brezhoneg. Raktresoù kaer zo gant Tregrom ivez. Ouzhpenn kemer perzh ivez er c'houlzad « Deskomp brezhoneg » e vo klasket gant an Ti-kêr divyezhekaat en un doare sistematek e holl skoroù kehentiñ (kartoñsoù-pediñ, lec'hienn genrouedad, kazetenn an Ti-kêr, kemennadenn war ar responterez). Plakennoù straed ha panelloù glad a vo divyezhek ivez e 2009.

A-benn lidañ an darvoud war un ton bras e oa bet pedet holl vugale ar skolioù divyezhek da zont da ganañ

D'an deiz war-lerc'h eo bet degemeret an It. Lena Louarn e Ti-kêr Plouvagor gant an Ao. Yves Loillieric, maer, gant tud pedet eus ar vro, bugale ar skolioù divyezhek en o zouez.

O kreskiñ buan emañ Plouvagor e kreizig-kreiz Kumuniezh kumunioù Gwengamp hag he deus divizet cheñch he fanellerezh penn-da-benn ac'hann da dri bloaz. E 2011 e vo divyezhek kement panell (panelloù mont-tre ha mont e-maez ar gumun, panelloù henchañ, panellerezh an Ti-kêr hag ar savadurioù dindan e zalc'h). Votet ez eus bet ivez gant ar C'huzul-kêr evit un ober a glot gant ar politikerezh yezh : an holl gartoñsoù-pediñ embannet gant an Ti-kêr evit abadennoù sevenadurel pe get a vo divyezhek. A-benn kas da benn vat an holl oberoù-mañ ez eus bet sinet ur gevrat-kefridi etre Plouvagor hag an Ofis.


Vos commentaires :
Lundi 13 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 9 multiplié par 4 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.