il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /9716.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

Goude dismantr al lezioù-barn gant Rachida Dati, e vo tro dismantr an ospitalioù e Breizh. Goude ar votadegoù tier-kêr eo e krogo al labour dispenn gant an Aotrou Antoine Perrin, « super prefed » an ARH e Breizh.. Ospital Karaez a zo e-mesk ospitalioù Breizh a zo en arvar da vezañ serret.

N'eo ket peogwir e vank ur milion a eurioù e kef an ospital e rank ar Stad serriñ anezhañ, un ospital n'eo ket un embregerezh kapitalour hag a rank ober gounidoù, ur servij publik eo d'ober war-dro yec'hed an dud, tra ken. UDB a sav a-du krenn gant implijidi an ospital, tud ar vro hag an dilennidi a c'houl groñs digant ar Stad ma vije dalc'het an ospital e Karaez gant e holl servijoù : ar surjierez kenkoulz hag an ti-gwilioudiñ.

UDB a c'halv holl dud Kreiz Breizh d'en em vodañ dimeurzh noz e Koc'hu Karaez, evit sevel komite difenn an ospital.

Ne ra ket ar Stad he labour derc'hel ar servijoù publik e Breizh ; neuze eo d'hor Bro ha d'he rannoù melestradurel d'ober war o zro diwar neuze. Ar c'huzul Rannvro en deus diskouezet e oa barrek da gas an traoù war-raok pa vez fiziet ennañ al labour da ober. Al labour bet kaset da benn evit kempenn al liseoù pe reiñ lañs, en-dro, d'an TER e Breizh a zo ur skouer vat a dalvez emañ gouest ar Vreizhiz da verañ ar servijoù publik en o Bro. ».

Neuze UDB Kreiz Breizh a c'houl : ma vo bodet dilennidi: ar c'humunioù, ar rannvro hag ar Stad, ar sindikadoù, pennoù "Bro COB" (Bro "Kornôg Kreiz Breizh"), gant ar pal da gaout un emglev etre rannvro Breizh, Bro COB hag ar Stad, evit mirout an ospital e Karaez hag ar servijoù publik e Kreiz-Breizh.

Nann, Aotrou Antoine Perrin, ne laosko ket, tud Kreiz Breizh, an ARH da gas da benn he labour dispenn en hor Bro. Evit UDB Kreiz Breizh : Herve ar Gall


Vos commentaires :
Jeudi 2 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 7 multiplié par 7 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.