il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /9626.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:1
https://abp.bzh/thumbs/96/9626/9626_1.jpg

D'an 23 a viz C'Hwevrer da d/Ti ar Vro Treger ha Goueloù azalek 3e e Kawan (22), ec'h en em gavo daou zarvoud a-bouez evit emsav ar brezhoneg e bed ar re vihan.

Derc'hel a raio Divskouarn, ar gevredigezh evit brudañ ha kas war-raok ar brezhoneg a-raok ar skoliata, tapet ganti priz kentañ Prizioù Rannvroel Dazont ar Brezhoneg 2007, e drede emvod-meur. Graet vo ganeomp bilañs ar bloavezh kentañ a labour a-vicher, ha diskouezet vo ivez ar raktresoù evit 2008 hag ar bloavezhioù da zont !

An digarez e vo an abadenn-se da lakaat ur c'hwec'hvet lec'h degemer bugale yaouank barzh rouedad Divskouarn, magouri Bear, Ti Poupigoù, a vo sinet ganti Karta Divskouarn. A-bouez ruz e vo ar sinadur pa vo Ti Poupigoù, framm kentañ maez Penn-ar-Bed da vont e-barzh rouedad an tiez degemer lec'h ma vez kinniget brezhoneg.

Digor d'an holl eo an devezh, da 3e e vo kroget gant an Emvod meur e-unan, ha da 5e30 e vo sinet ar garta gant Ti Poupigoù.


Vos commentaires :
Lundi 13 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 9 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.