il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /9593.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

E-giz lakaet war well gant ar gevredigezh Films en Bretagne, kaozioù vez klevet diwar-benn emdroadur statut ar chadenn France 3.

France 3, chadenn ar « rannvroioù » war ar paper, zo evit gwir ur chadenn 'vel un all war-bouez un nebeut diskrogadoù pemdeziek ha sizhuniek gant keleier hag oberoù « lec'hel » reuzeudikoc'h-reuzeudikañ. Diaes neuze lavaret ez eo ur «chadenn rannvroel» pa vez kaoz eus France 3 Ouest.

Gwall luziet eo stad servij publik gall ar c'hleweled gant lieskementadurioù ar chadennoù hag an arc'hantaouiñ lakaet diaes ingal. Ne asanter ket e peurbadfe ar stad-mañ.

Hogen, un diskoulm a zo, o reiñ meur a gounid: treuzfurmadur chadenn France 3 e meur a chadenn skinwell rannvroel emren da geñver ar broduerezh, ar c'heleier hag ar meradur, war skouer darn vrasañ broioù Europa.

Krouidigezh ur servij publik ar c'hleweled war 5 departamant Breizh en dije efedoù pouezhus kenañ war an ekonomiezh, ar sevenadur, ar sokial, ar yezh, an demokratiezh : da skouer, gant chadenn kembread S4C eo bet krouet muioc'h evit 2000 implij war dachenn ar c'hleweled.

Ur skodenn a-bouez eo evit Breizh en diwezh ha siwazh nebeut a evezh vez graet diwar an dachenn-se gant ar bolitikourien breizhat hag renerien ar bed ekonomikel. Un diouer a youl fetis a zo gant an dilennidi strollad-mañ-strollad da dapout ar pezh vez gant darn vrasañ keodedourien Europa : ur chadenn rannvroel kaset da benn.

Enket etre chadennoù lec'hel ha chadennoù parisian, n'he deus ket Breizh un dremmwell klewelet dezhi gouest da binvidikaat he vuhez sokial, ekonomikel, sevenadurel. Un tech fall eo a dra sur.

Deus un tu eo dibosubl d'ur chadenn prevez rannvroel skignañ war Breizh a-bez, deus un tu all ez eus diouer ur chadenn publik rannvroel, dre se tlefe dont da vezañ un danvez a-bouez da vodañ kevredigezh Breizh hag he dileuridi.

E-giz m'eo bet lavaret gant Patrick Devedjian, pa oa heñ ministr, da Rozenn Milin , pa oa hi renerezh TV Breizh , « Que les Bretons fassent du bruit et ils obtiendront leur télé ! » .

Bec'h dei !?

evit Strollad Breizh bro An Oriant Kilian Gastinger


Vos commentaires :
Mercredi 8 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 8 multiplié par 0 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.