il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /9588.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:1
https://abp.bzh/thumbs/95/9588/9588_2.gif

Sinet eo bet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant ar maer, an ao. Marcel Moysan d'ar Gwener 1añ a viz C'hwevrer 2008 dirak an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, an Ao. Roger Colas, maer Tremeven-Kemperle bet o sinañ ar garta 2 vloaz 'zo c'hoazh, ar c'huzul-kêr hag un toullad tud eus ar vro.

Kendrec'het mat eo skipailh an ti-kêr eo poent d'ar gumun kemer perzh gant skoazell an Ofis er garta Ya d'ar brezhoneg hag embannet sklaer eo bet ar soñj-se e prezegenn ar maer, bet kaset e brezhoneg gantañ.

Ur skouer eo Marsel Moysan evit e velestridi ouzhpenn-se peogwir eo kelenner war ar brezhoneg gant Mervent, framm kelenn staliet e Pluneour –Lanwern.

Tri bloaz en deus divizet ar gumun kemer evit kas da benn 12 ober a-benn tizhout label live 2 ar garta.

Lakaat ar brezhoneg war wel ha aes da gompren gant an holl eo pal skipailh an Ti-kêr. Dibabet o deus lakaat neuze panelloù divyezhek ouzhpenn ar re a lakaer evit mont e-barzh hag e-maez ar gumun. An holl bedadennoù d'an abadennoù aozet gant an Ti-kêr, ar responterez, kartennoù-bizit an dilennidi, ar paper lizher ha logo ar gumun a vo divyezhek a-benn nebeut. Tu vo, d'an holl re a fello dezho, eureudiñ e brezhoneg. Kemer a raio perzh Kerien e koulzad brudañ bloaziek ar c'helenn d'an dud deuet. Goulennet he deus mod-all e vefe kaset da benn ur studiadenn war hec'h anvioù-lec'h hag an holl logelloù a gaver war dachenn ar gumun gant servij Glad yezhel an Ofis.


Vos commentaires :
Lundi 13 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 7 multiplié par 8 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.