il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /9586.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:1
https://abp.bzh/thumbs/95/9586/9586_2.gif

Label live 1 ar garta Ya d'ar brezhoneg a zo bet roet gant an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg, d'an Ao. Alain Gérard, senedour-maer Kemper, evit 6 ober kaset da benn vat c'hoazh gant ar gumun e-pad ar bloavezhioù tremenet.

El lid a oa bet dalc'het en ti-kêr d'ar 6 a viz C'hwevrer e oa ivez Isabelle Le Bal, eilmaerez e karg eus ar sevenadur, izili ar C'huzul-kêr, kalz a vrezhonegerien ha tud eus ar vro.

5 ober all a zo bet dibabet a ranko bezañ sevenet dindan 3 bloaz a-benn tizhout live 2 ar garta. Gant kêr Kemper ez eus bet labouret kalzik evit diorren ar panellerezh divyezhek.

Un nebeud panelloù a rank bezañ cheñchet c'hoazh amañ hag ahont hag evit kenderc'hel gant ar strivoù bet graet betek-henn e vo divyezhek adalek bremañ kement panell nevez dre ret.

A-hend all e vo kendalc'het da skoazellañ an hentadoù divyezhek, ar pezh a ra Kemper abaoe bloavezhioù dija ha da ginnig stummadurioù war ar brezhoneg da implijidi an ti-kêr. Kemper a gemero perzh ivez er c'houlzad brudañ evit ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet.

Eus un tu all, ar c'hartennoù-pediñ hag ar c'hartennoù-bizit embannet a vo divyezhek hiviziken koulz ha pennad-stur kazetenn an Ti-kêr.

Ur gevrat kefridi a zo bet sinet ivez etre kêr-benn Kerne hag Ofis ar Brezhoneg a c'hello e-giz-mañ he skoazellañ hag he aliañ da gas da benn an oberoù dibabet e-pad ar prantad amzer dibabet.


Vos commentaires :
Samedi 11 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 4 multiplié par 3 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.