il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /9543.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

Ar staj-se a vo e bal lakaat ar vrezhonegerien (implijidi, tud dilabour, tud all) da vezañ en o bleud da vat gant ar brezhoneg dre gomz ha dre skrid.

Kinnig ar stummadur

Studiet eo bet gant an aozadur, e-pad ar bloavezh 2007, an ezhommoù ha resisaet eo bet ar stummadur (deiziadoù, tud, programm…). Kregiñ a raio, neuze, ar prantad kentañ e Plañvour (56) eus ar 1añ a viz Gwengolo 2008 d'an 30 a viz Du 2008 (rak-enskrivadurioù niverusoc'h) ha digor e vo da veur a vrezhonegerien : an implijidi a implij ar brezhoneg war o zachenn micherel (kelennerien, kazetennerien…) hag o deus c'hoant da zonaat o anaoudegezh eus ar yezh, an dud dilabour o deus c'hoant da wellaat o live yezh a-benn kavout ur post-labour divyezhek, an dud all o deus c'hoant tapout ul live uheloc'h e brezhoneg. Evit respont d'an ezhommoù-se e kinnig Stumdi ur staj stank-ha-stank « ober gant ar yezh », dre soubidigezh, a strolladoù adal 6 betek 10 den. Buhezet e vo ar stummadur-se gant stummerien Stumdi ha gant tud eus an diavaez, kelennerien skolioù-meur en o zouez, evit stalioù ispisial hag evit prezegennoù.

Sikourioù a-benn paeañ ar stummadur

Ar stajidi (implijidi, tud dilabour) a c'hello tennañ gounid eus sikourioù (hollek pe zarnel) a-benn paeañ ar stummadur. An implijidi a c'hello sevel o goulenn dre aozadur ehan hinienel ar stummadur (CIF – Formiris – Afdas) a zastum skodennoù “stummadur dibaouez” gant o embregerezh (goulenn titouroù d'an implijer). Stummadur an dud dilabour a c'hello bezañ kemeret e karg gant Rannvro Breizh (nebeut a blasoù).

Enskrivadurioù

Evit lakaat e anv a-benn heuliañ ar prantad kentañ eus ar 1añ a viz Gwengolo 2008 d'an 30 a viz Du 2008 e Plañvour (56) pe e Landerne (29) (ma vez a-walc'h a enskrivadurioù).

Goulennit ur follenn enskrivadur da :

STUMDI - BP 311 - 29800 LANDERNEAU pgz : 02 98 21 39 94 Mel : bzh.stumdi@wanadoo.fr Pa vo degemeret ar follenn enskrivadur leuniet e vo kinniget deoc'h un emgav.


Vos commentaires :
Dimanche 19 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 7 multiplié par 1 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.