il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /9463.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

Ar bloaz-mañ, hag evit ar wech kentañ, aozet e vo gant Diwan, gant sikour an emglevioù Bro evel Ti ar Vro Kemper, lodenn gentañ ar c'hampionad Skrabble e brezhoneg.

Al lodenn gentañ, evit Bro Gemper, a vo aozet d'an 3 a viz C'hwevrer 2008, da 2e goude-merenn, e Ti ar Vro Kemper, evel e vo graet un tamm pep lec'h e Breizh (Gwengamp, Brest, An Naoned, An Oriant, Roazhon…).

Digor d'an holl eo an darvoud dudius-se, a zo e bal bodañ tro-dro d'ar brezhoneg koulz tud yaouank ha tud koshoc'h, brezhonegerien ampart pe tud o teskiñ, skolidi, studierien, tud en oad.

Ar c'hampionad a vo war mod an « Duplicate » lec'h ez eus tu c'hoari gant meur a zen er memes amzer. Div rann a vo, hini an dud ampart, ha hini ar re a zo o teskiñ. Ar vugale a c'hellint c'hoari etrezo e-kichen.

Prizioù ha profoù a vo roet d'al loreidi a c'hellint kemer perzh en eil tro a vo dalc'het e Karaez, d'an 3 a viz Mae 2008. Ur pred a vo kinniget a-raok ar prizioù. 4 € a vo goulennet digant an dud evit lakaat o anv.

Enskrivadurioù, araok an 31 a viz Genver 2008, e :

Ti ar Vro Kemper. 3, Plasenn Familh Gabai. 29000 Kemper.


Vos commentaires :
Mercredi 8 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 0 multiplié par 3 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.