il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /9431.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

Ur wech ouzhpenn, war Frañs 3 Ouest, eo ar sport a gemer plas « Red an Amzer », an abadenn brezhoneg, a vez d'ar sul vintin. Final « Open Aostralia », ar c'hrogad tennis Tsonga / Djokovic, a vo en dro-mañ e plas « Abadenn ar prizioù » a oa da vezañ skignet da 11 e, d'ar sul 27 a viz Genver . Evit gellet sellet ouzh « Abadenn ar Prizioù » e oa dav kaout Internet ; an abadenn zo bet skignet, war lec'hienn Internet ar chadenn da 11 eur ar mintin-mañ.

« Les Prizioù sont les véritables 7 d'or de la langue bretonne » a c'heller lenn war lerc'hienn internet Frañs 3 Ouest… E gwirionez, pennoù bras Frañs 3 Pariz ne reont ket foutre kaer eus hor sevenadur.

UDB n'eo ket evit degemer ur seurt dismegañs a-enep d'an arzourien, an holl anezhe zo brezhonegerien hag e roont ton d'hor yezh gant o c'hrouidigezhioù hag o oberennoù.

UDB a sav a-du krenn gant Emvod Meur KSB -Kuzul Sevenadurel Breizh- a oa bodet e Plañvour d'an 19 a viz Genver, hag a c'houle « Ma vo savet e Breizh un tele hag ur radio, a servij publik e brezhoneg, hag a skigno o frogrammoù war dachenn pemp departamant Breizh ».

Pa ray ar Vretoned hag o dilennidi er C'huzul Rannvro war-dro ar c'hleweled e Breizh, ne vo ket ken eus an dismegañs-se hag eus an dispriz-se e-keñver hor yezh. Hag arvesterien an tele e Breizh a c'hello sellet ouzh ar c'hrogad tennis, en galleg pe en brezhoneg, pe c'hoazh ouzh « Red an Amzer », hervez an dibab bet graet gante.

Evit UDB Kreiz Breizh : Herve ar Gall


Vos commentaires :
Samedi 4 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 1 multiplié par 3 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.