il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /9338.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:1
https://abp.bzh/thumbs/93/9338/9338_2.gif

Emañ ar gevredigezh Poellgor an Tarv e-touez an dek siner kentañ o resev al label Ya d'ar brezhoneg abaoe ma oa bet lañset ar c'houlzad labelaat d'ar 5 a viz Here 2007.

Dalc'het e oa bet lid-roidigezh al label live 1, “Skoazell d'ar brezhoneg”, d'ar gevredigezh Poellgor an Tarv e ti-kêr Gwimaeg d'ar 4 a viz Genver 2008 dirak ar brezidantez Joanna Mackenzie-Farmer hag Armel ar Sec'h, dilennet er c'huzul-merañ, ha maer ar gumun (he doa sinet ar garta Ya d'ar brezhoneg e 2004) an Ao. Bernard Cabon.

Bodet ez eus e Poellgor an Tarv arzourien eus Breizh hag eus lec'h all o deus dibabet liammañ o arz ouzh ar brezhoneg. Sinet e oa bet gantañ an emglev Ya d'ar brezhoneg e 2003 ha n'en deus ket paouezet abaoe da sevel oberoù a-benn implijout ha brudañ ar brezhoneg pa gav tro.

Al label Ya d'ar brezhoneg zo deuet war-lerc'h 9 ober a zo bet kaset da benn vat gant Poellgor an Tav :

Kartennoù-hetoù divyezhek
Pedadennoù divyezhek
Logo divyezhek
Lec'hiennoù kenrouedad, divyezhek evit al lodenn vrasañ anezho : (voir le site) ha (voir le site)
Kemennadennoù divyezhek d'ar gazetennerien
Plaketenn vrudañ divyezhek
Bruderezh divyezhek (skritelloù ha follennoù pleg-dibleg)
Paper lizher divyezhek

Ouzhpenn-se un ober dreistordinal a zo bet savet ivez diwar atiz ar gevredigezh hec'h-unan : saloñs an arzoù divyezhek a vez aozet bep bloaz (abaoe 10 vloaz) hag eno e vez kinniget oberennoù an arzourien e brezhoneg.


Vos commentaires :
Dimanche 12 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 9 multiplié par 7 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.