il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /9335.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:1
https://abp.bzh/thumbs/93/9335/9335_2.gif

Goude bezañ bet tapet label live 1 ar garta Ya d'ar brezhoneg e miz Genver 2007 eo deuet a-benn Kreizenn Verañ Penn-ar-bed da gaout al label live 2 o kregiñ gant ar bloaz nevez. Ar strivoù kaer a zo bet graet betek-henn gant ar framm publik-mañ a gaso anezhañ didrabas davet al label live 3 er mizioù a zeu.

Entanet e oa Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg p'he deus roet, d'an 11 a viz Genver 2008, d'an Ao. René Fily, maer Sant-Martin-war-ar-Maez ha prezidant Kreizenn Verañ Penn-ar-Bed, label live 2 ar garta Ya d'ar brezhoneg.

N'eus ket bloaz c'hoazh e oa bet aozet ul lid damheñvel a-benn reiñ al label live 1 d'ar framm publik pouezus-mañ a gaver e pep departamant. Ober war-dro red-micher implijidi ar strollegezhioù lec'hel eo labour ar framm-mañ.

Divizet he doa Kreizenn Verañ Penn-ar-Bed kas da benn 25 ober. 15 a zo bet graet dija, se a zo kaoz eo bet roet al label dezhi.

E-touez ar 15 ober graet a-benn kaout al label live 2 ez eus tu da venegiñ, ouzhpenn an oberoù tro-dro d'ar c'hehentiñ, e vez stummet war ar brezhoneg un 12 gwazour bennak a labour er Greizenn Verañ hag a vo gouest, en amzer da zont, da labourat e brezhoneg gant o c'hendivizerien. Aozet eo ar stummadur-mañ gant Mervent, kreizenn stummerezh dibaouez staliet e Ploneour-Traezh.

Mod all, implijet e vez ar brezhoneg gant an dilennidi p'o devez da gomz dirak an dud da-geñver emgavioù pe lidoù ofisiel. Diskouez a reont e-giz-mañ emaint a-du gant lañs Ya d'ar brezhoneg evit adperc'hennañ ar brezhoneg ha reiñ buhez dezhañ.


Vos commentaires :
Dimanche 19 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 8 multiplié par 6 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.