il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /9118.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

Laouen eo kengevredigezh ar Vretoned divroet "Breizhiz ar Bed – OBE" da gas he gwellañ hetoù d'ar Vretoned dasparzhet a-hed ar bed kenkoulz ha d'an holl Vretoned ha keneiled ar Vro.

Hetiñ a reomp ivez ma vevo ar bed e peoc'h, ur bed gouest da selaou goulenn ar pobloù gwasket, ur bed digor da liesseurted ar sevenadurioù.

Treiñ a reomp hor soñjoù war-zu Romain Lannuzel, ur studier 20 vloaz anezhañ ( (voir le site) hag e oa bet kollet e roudoù e rannvro Barcelona abaoe ar 27 a viz Du.

"Hor sell war ar bloaz 2008..."

A. Ar raktres BBE

Abaoe 2007, gant skoazell Kuzul Rannvro ez eo bet divizet ganeomp harpañ ar strolladoù breizhat e meur a vro estren e framm ur raktres anvet “BBE” o talvezout evit “Burev Breizh en Estrenvro”.

A-gevret gant kevelerien diskleriet ar raktres, e magomp ar spi da reiñ ur statud ensavadurel d'ur rouedad dizalc'h e kenver kement tuadur politikel pe armerzhel, hag a vo e bal frammañ, kenurzhiañ ha skoazellañ un dileuriadur eus Breizh e pep bro ma vo posupl hen ober enni. A-benn ar fin omp mennet da sevel ur rouedad a genskoazell hag a roio keloù ha titouroù talvoudus evit Breizh o pourchas un harp efedus hag ur skoazell padus d'hor c'hevredigezhioù diasporael.

Krouet evo burev hollbadus staliet e Breizh a-benn diorren ha derc'hel bev ar rouedad-mañ. Karget e vo da ziskleriañ "BBE" ar c'hevredigezhioù diasporael breizhat prest da genlabourat hervez ur c'hart-mont-en-dro termenet evel-hen : • Derc'hel bev al liammoù etre ar Vretoned divroet, • Brudañ hor sevenadur e-barzh ar broioù degemer, • Bezañ un oberour lec'hiek, diouzh ret, evit ar pezh a sell ouzh intrudu sevenadurel pe ekonomikel Breizh.

Ra vo trugarekaet ganeomp kentañ kevelerien ar raktres engouestlet e-barzh : Kuzul ar Rannvro, Breizh.net, Skol Uhel ar Vro, Breizh.de , Agence Bretagne Presse. Pedet eo an holl gevredigezhioù, strolladoù, hiniennoù kar d'ar raktres da gemer perzh d'o zro...

B. Galv d'an adunanidigezh

Ur c'hroazhent a brederiadennoù hag eskemmoù diwar-benn Breizh, hec'h identelezh hag he dazont, eo ivez “Breizhiz ar Bed”. Setu perak e hetomp ma vefe roet muioc'h a startijenn d'ar c'homision kenemglev etre ar C'huzul Rannvro ha Kuzul Meur al Liger-Atlantel. Gortoz a reomp an disoc'hoù atav ! Ra vo kadarnaet 'ta hetoù unvaniezh an daou guzul ha re ar bobl vreizhat a-bezh anataet dre ar sontadegoù. Ne chom d'ar galloudoù politikel e Breizh nemet ur dra d'ober : lakaat an alc'hwez e-barzh ar morailh !

C. Galv evit ar brezhoneg

Un dra ken pouezus hag ar re all evit "Breizhiz ar Bed – OBE" eo statud kelennadurezh ar brezhoneg. Daoust d'ar c'huzul meur an ONU bezañ embannet bloaz 2008 evel “Bloaz Etrevroadel ar Yezhoù” a bal dezhañ diorren liesseurted sevenadurel ha yezhoniel kenkoulz hag ar c'henemglev etrevroadel, e chom atav diaes-kenañ e Breizh kas en-dro kelennadurezh hor yezhoù, digeriñ klasoù nevez ha diwall d'an niver a vrezhonegerien da zisac'hañ. Setu perak ec'h embannomp hon hetoù evit ma vo gwiriekaet mellad II ar bonreizh a benn ma vefe lakaet ar Gwir e servij salvidigezh ar brezhoneg evel glad an denelezh.

Bloavezh mat adarre d'an holl

E anv "Breizhiz ar Bed-OBE", ar prezidant Pêr ar Ruz, Graet e Sant-Petersburg, Bro-Rusia.


Vos commentaires :
Samedi 18 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 0 multiplié par 3 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.