il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /8956.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:1
https://abp.bzh/thumbs/89/8956/8956_2.gif

Al lid-sinañ a oa bet aozet e ti-kêr Pornizh d'ar Gwener 7 a viz Kerzu 2007 dirak an Ao. Philippe Boënnec, kannad ha maer, an It. Catherine Pasquier, kentañ eilmarez e karg eus ar sevenadur, hag an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg.

Pornizh, e bro Raez, a labour ingal gant an Ofis abaoe 2001. Divizet he deus stardañ kreñvoc'h al liammoù-se dre sinañ ar garta “Ya d'ar brezhoneg” evit tapout al label live 1 a-benn 2 vloaz, gant 6 ober da gas da benn. An ober kentañ, hag a zo tost echu, a zo bet graet mat-tre. Panelloù mont-e-maez ha mont-tre er gumun a vo holl divyezhek, an div yezh diskouezet par-ha-par. Abaoe bloavezhioù e kemer perzh ti-kêr Pornizh e koulzad brudañ ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet dre ziskouez un 30 skritell vras bennak en e rouedad arsavioù-bus. Ur skoazell brizius eo evit brudañ ar brezhoneg ha Kelc'h keltiek Pornizh. Divizet en deus ar C'huzul-kêr ivez fiziañ en Ofis ur studiadenn war an anvioù-lec'h a-benn anavezout gwelloc'h istor ar brezhoneg e korn-bro Pornizh. En div yezh e vo gallet dizoleiñ ar glad a-benn nebeut, dre ma vo staliet ur maen-koun e-harz ar c'hastell. Mod-all, pajennoù zo war lec'hienn an ti-kêr a vo lakaet e brezhoneg. Ouzhpenn-se ez eus bet sinet etre ti-kêr Pornizh hag an Ofis ur gevrat kefridi a embann sklaer youl ar C'huzul-kêr d'ober ul labour padus ha da heuliañ an engouestloù kemeret evit ar brezhoneg, gant skoazell deknikel an Ofis.


Vos commentaires :
Dimanche 12 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 2 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.