il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /8954.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:1
https://abp.bzh/thumbs/89/8954/8954_2.gif
François Goulard kannad ha maer Gwened o kensinañ ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Lena Louarn prezidantez Ofis ar Brezhoneg d'an 8 a viz Kerzu 2007.

Lid-sinañ roidigezh al label live 1 ha sinadur ar garta Ya d'ar brezhoneg a-benn tapout al label live 2 gant kêr Wened a oa bet aozet d'ar Sadorn 8 viz Kerzu dirak an Ao. Goulard, kannad ha maer, prezidant tolpad-kêrioù Bro Gwened, an Ao. Gabriel Sauvet, eilmaer e karg eus ar sevenadur, an Ao. Lucien Jaffré, eilmaer e karg eus ar c'helenn, hag an It. Lena Louarn , prezidantez Ofis ar Brezhoneg.

Testeniekadur live 1 ar garta Ya d'ar brezhoneg a zo bet roet da gêr Wened evit meur a ober graet mat ha penn-da-benn. Bep bloaz e vez brudet ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet. Panelloù divyezhek a zo bet staliet war bep hent da vont e-maez pe e-barzh ar gumun. Lec'hienn Internet Gwened a zo ur skouer eus ar pezh a c'heller ober : 4 yezh a zo kinniget hag ar brezhoneg a zo par d'ar yezhoù all (150 pajenn lakaet e brezhoneg (voir le site) Ur skoazell argant hag ur skoazell deknikel he deus roet kumun Gwened d'an hentadoù divyezhek.

Ur gevrat kefridi nevez a zo bet sinet da-geñver engouestl ar gumun davit live 2 ar garta.

Kadarnaat a ra Kuzul-kêr Gwened gant ar c'henemglev nevez-mañ e youl da vont war-raok gant 5 ober nevez da gas da benn dindan 3 bloaz : pedadennoù divyezhek evit an abadennoù sevenadurel aozet gant an ti-kêr ; kemennadenn war responterez an ti-kêr; panellerezh divyezhek er savadurioù dindan e zalc'h; glad ar gumun war wel en div yezh; kinnig d'an dud nevez eurediñ e bezhoneg.

Ret eo lavaret ivez emañ kêr Wened er penn a-raok e-touez kêrioù Breizh evit an niver a vugale skoliataet er skolioù divyezhek (tost da 600 bugel er bloaz-mañ hag ouzhpenn 1000 e korn-bro Gwened).


Vos commentaires :
Vendredi 10 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 5 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.