il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /8949.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

E miz Gwengolo zo bet embannet programmoù nevez evit kelenn ar yezhoù “rannvroel” er skolioù gant an deskadurezh Stad. (BO ispisial Nnn 9 d'ar 27/09/07) – Lakaat a reont ar c'helenn divyezhek en arvar : al live A2 a vefe da dizhañ er c'hlasoù divyezhek e fin ar CM2. Ur vezh eo pa ouzer e talv al live-se barregezhioù evel « je peux avoir des échanges très brefs même si en règle générale, je ne comprends pas assez pour poursuivre une conversation ». Penaos heuliañ ur gentel istor pe matematik er c'helc'hiad 3 gant al live-se ? Penaos heuliañ ur gentel istor pe matematik er skolaj, ma ne vezer ket gouest da respont d'ar c'helenner ?

Da heul ur goulenn savet gant Christian Ménard kannad Kastellin e respont dezhañ an Aotrou ministr an deskadurezh Stad diwar-benn ar programmoù nevez evit kelenn ar yezhoù “rannvroel”.: Ao. Xavier Darcos : « En fixant le niveau A2 (intermédiaire ou usuel) comme objectif pour les sections bilingues à la fin de l'école primaire, la spécificité de ces sections est bien prise en compte et constitue déjà une dérogation par rapport à ce cadre général. »… Ha da heul : « Pour autant, les objectifs fixés n'excluent pas un travail d'approfondissement de certaines compétences avec les classes dont le niveau des élèves le permet »

Evit UDB Kreiz Breizh an dra-se zo dismegañs tout a-enep ar brezhoneg. Penaos dont a-benn da gaout bugale divyezhek da vat gant seurt programmoù ? Rak deomp da c'hoût e rank ar skolaerien pe ar gelennerien , re ar skolioù publik, re ar skolioù katolik pe re Diwan heuliañ programoù an deskadurezh Stad.

Neuze UDB a c'houlenn groñs gant Xavier Darcos nullañ ar programmoù-se ar buanañ ar gwellañ ha sevel testennoù nevez. Gervel a reomp ivez ar Vretoned, hag holl dilennidi ar Vro da sevel a-enep ar programmoù nevez-se a lak en arvar 30 bloaz kelennadurezh ar brezhoneg en hentennoù divyezhek.

Da c'hortoz ur stourm da sevel da ziskar an divizoù diboell-se e c'halv UDB an holl dud a zifenn an demokratelez da lak o anv war ar sinadeg a gaver war internet (voir le site) pe war ar follennoù paper a vo kinniget dezhe.

Klask a ra goûr UDB pelec'h an diaoul emañ aet ar promesaoù oa bet graet gant Nikolas Sarkozy d'an Aotrou Christian Ménard da vare kabaliñ ar votadegoù evit ar Prezidant? Nikolas Sarkozy, eñ danvez prezidant ar Republik en doa embannet ne vije ket bet kadarnaet gantañ karta Europa ar yezhoù minorelaet, padal en doa disklaeriet en dije-eñ difennet groñs ar brezhoneg hag e oa prest d'harpañ hor yezh eus e seiz gwellañ... Promesaoù toull ne oa ken.

Evit UDB Kreiz Breizh: Herve ar Gall


Vos commentaires :
Dimanche 5 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 7 multiplié par 4 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.