il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /8859.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

Evel bep bloaz, gant ar skolioù Diwan, pa vez kaoz da glozañ budjed ar bloaz e vez tresoù fall an adsav-lezennel hag ar serriñ postoù o tont war-wel.

Evit UDB Kreiz Breizh n'hell ket Diwan kenderc'hel da grakvevañ e-mod-se. Dav d'ar skol vrezhonek kaout arc'hant a-walc'h da c'hellout seveniñ ur c'hresk bep bloaz. Rastresoù digeriñ skolioù hag ivez ur skolaj e Bro Naoned a zo war ar stern ganti evit distro skol miz Gwengolo 2008.

Dav goût, da skouer, emañ penn-da-benn war choug Diwan frejoù ar gasouriezh er skolajoù hag el lise. Da lâret eo 700 000 € ar bloaz eo a ranker kaout da c'hoprañ kasourien hag animatourien an eil derez, pa ouier e vanka 80 000€ (nemetken) da glozañ budjed ar bloaz-mañ. UDB a soñj dezhi eo d'ar rannvro ha d'ar Stad, da bep hini anezhe, e framm stagadenn ar c'hevrat-streuñv da gemer e karg ur c'hard eus ar frejoù-se, da lâret eo un disamm a 300 000€ ar bloaz a vije evit Diwan. Hag an niver a skolidi a c'hellje kreskiñ en-dro er skolioù Diwan.

Neuze UDB Kreiz Breizh a c'houlenn groñs gant an Aotrou Jean DAUBIGNY, prefed rannvro Breizh, da zegemer ar goulenn-se ha d'e enframmañ e stagadenn ar c'hevrat-steuñv rannvro-Stad .

Diaes e kav UDB e rank c'hoazh hiziv-an-deiz ar Vretoned goulenn an aluzenn digant ur prefed evit ma vo kelennet ar brezhoneg e Breizh. Evit UDB eo d'ar Vretoned o-unan ha d'o dilennidi er vro d'ober war-dro kelennadurezh o yezh e Breizh.

Diouzh hor youl, ha diouzh ar stourmoù a-stroll a renimp' vo sevenet d' hor goulenn gant ar Stad. Krogomp e-barzh a-unan, mall bras zo !

Evit UDB Kreiz Breizh : Herve ar Gall


Vos commentaires :
Mardi 7 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 5 multiplié par 8 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.