il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /8828.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:2
https://abp.bzh/thumbs/88/8828/8828-basilique-quintin.jpg
https://abp.bzh/thumbs/88/8828/8828-claudenadeau.jpg

Ur gemenadenn e brezhoneg eus Ti-Ker Gwened:

Degemer un arzour nevez e Gwened

Gant ar Mirerezh e vo roet degemer d'ar sonourez Claude Nadeau

Goude an dañs (Gilschamber), ar c'hoariva (Vincent Colin), al luc'hskeudennerezh (Hélène David), setu daet tro ar sonerezh. Emañ kêr Gwened o vont da zegemer an arzourez ha sonourez Claude Nadeau er Mirerezh.

Lakaet e vo ar c'henlabourioù-se e pleustr da-geñver klasoù mestr, stajoù digor da skolidi ar mirerezh ha da skofidi all, sonadegoù, dalc'hadoù e framm an Akademiezh sonerezh, ar festival jazz...

An degemer-se a vo roet e 2008, ur blezad puilh àr dachenn ar c'hrouiñ er Mirerezh : er blez-mañ e vo digoret un 3e kelc'hiad dañs-jazz, un dra nevez e Breizh, hag ur gevrenn Sonerezh hengounel.

An oberoù kaset da benn e-pad an degemer-se a vo kensavet

- asambl gant diskiblezhioù nevez ar mirerezh hag ar c'hlasoù laz

- gant an aveadurioù sevenadurel arall : Mirdi, C'hoariva Anna Vreizh (kenlabour gant komedianed...)

- gant kevredigezhioù ar vro

- gant ar skolidi : dalc'hadoù pedagogel

Àr ar stern, ur raktres kenlabourioù gant kreizenn sonerezh sakr Santez-Anna-Wened.

Àr prantad 2008-2010 e talvezo an demeger-se.

Caude Nadeau :

« En delz a hiziv, ma vez an dud o klask o gwaziennoù, e vez diskuliet teñzoroù dic'hortoz gant ar sonerezh kozh. Plidiñ a ran gant an holl zoareoù sonerezh-se a-benn klask ar wirionez da vat, dre an Istor hag an Hengoun. »

Sonourez klavisim (priz kentañ ar mirerezh), sonourez ograou ha penn laz-kaniñ (renet he deus laz-kaniñ Radio France Outremer) eo Claude Nadeau. Ganet eo bet en un tiegezh sonerion a iliz e Kebek.

Un arbennigourez àr ar sonerezh kozh eo Claude Nadeau, mes dedennet eo ivez gant ar seurtoù sonerezh hengounel, gant ar c'han gregorian, gant an dañs hag ar c'hrouiñ a vremañ.

E miz Genver 2007 he deus graet he c'harnmedoù kentañ evel soloourez en Opera Broadel Pariz.

E Gwened e oa bet é soniñ e Selaouva ar Garmez, e miz C'hwevrer 2007, da-geñver ar Sezon sonerezh. E-kerzh ar sonadeg-se he doa sonet oberennoù ag ur sonaozour barok a Wened.

Prezidantez komite skoazell Diwan Pariz eo Claude Nadeau ivez.


Vos commentaires :
Vendredi 17 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 6 multiplié par 9 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.