il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /8809.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:1
https://abp.bzh/thumbs/88/8809/8809_2.gif

Diwar atiz ar c'hevredad Startijenn ar Vro Vigoudenn hag e brezidant Reun Koupa e oa bet aozet er bloaz-mañ « Gouel ar vro Vigoudenn » d'ar 17 ha d'an 18 a viz Du 2007

Lidañ identelezh ar vro Vigoudenn ha lakaat war wel an oberoù a c'hell pep hini kas da benn evit diorren ar brezhoneg hag ar sevenadur, sed aze ar pezh e oa pal ar gouel-mañ a vod annezidi ar vro ha kevredigezhioù a bep seurt.

Daou zevezh leun-raz a abadennoù eta a zo bet kinniget d'an dud. D'ar Sadorn, ur brezegenn diwar-benn identelezh Breizh gant ar sokiologour Ronan ar C'hoadig, an eil gant Jaime Ocampo Rangel (luc'hskeudenner tudoniour eus Kolombia) war minorelezhioù all er bed a-bezh hag an trede kinniget gant Serge Duigou, istorour brudet ar vro Vigoudenn, diwar-benn identelezh e gorn-bro. Etre ar Sadorn hag ar Sul e c'helled kemer perzh en abadennoù dañs pe kanañ a oa aozet koulz hag en ur staj brezhoneg kinniget gant Mervent.

D'ar Sul e oa bet daou brantad pouezus. Ur c'hollok da gentañ, ma oa bet pedet tud ar vro e karg eus an touristerezh, ar peskataerezh, al labour-douar, pe c'hoazh ar brezhoneg, da eskemm ha da brederiañ war al liammoù a zo etre an Armerzh hag an Identelezh. Patromed embregerezhioù a zo deuet da lavaret o soñj ivez war ar gounid a c'heller tennañ eus un identelezh kreñv evel hini ar vro Vigoudenn.

Goude ar c'hollok-mañ, an eil darvoud pouezus a oa lid-sinañ an emglev Ya d'ar brezhoneg gant dek embregerezh eus ar vro. Bez' eo ar sinadurioù-se frouezh al labour kaset war-raok gant Reun Koupa, skipailh Startijenn hag Ofis ar Brezhoneg evit kizidikaat an embregerien ouzh ar c'houlzad. Sed amañ a-is roll an dek siner nevez, an holl anezho o tont eus ar gennad prevez, a lakaio neuze listenn hir ar sinerien da greskiñ c'hoazh.

- Studio luc'hskeudennoù Le Lain, Pont-'n-Abad - B. Matignon, kuzulier war ar c'heginañ, Kombrid - Rosa, Chokoladourez, Pont-'n-Abad - Chokoladour Robinet, Pouldreuzig - Baraerezh Le Cleac'h, Pornaleg - Bernez Lebreton, liorzhour, Ploveur - Andre le Boennec, livour kinklour, Penmarc'h - Sant Pêr, M. Guichaoua, Penmarc'h - Leti Breizh, Pont-'n-Abad - Men Lann Du, Ti krampouezh, Pont-'n-Abad


Vos commentaires :
Samedi 11 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 7 multiplié par 0 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.