il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /8447.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:1
https://abp.bzh/thumbs/84/8447/8447_1gif

Ur pemzek gwazour tiriadel bennak o doa kemeret perzh d'ar Yaou 26 ha d'ar Gwener 27 a viz Here 2007 er staj kinniget gant KBMFT Gwened ( Kreizenn Vroadel ar Velestradurezh Foran Tiriadel ) : « Merañ an divyezhegezh da live un tiriad » a oa an danvez anezhañ.

Ur framm da stummañ implijidi an strollegezhioù lec'hel eo ar c'hKBMFT hag e geveler reoliek eo deuet an Ofis da vezañ hiziviken.

Daouhanteret eo bet ar staj-mañ. Gouestlet e oa bet an devezh kentañ da zielfennadur stad an traoù evit a sell ouzh an divyezhegezh en Europa dre gemer skouerioù resis (Kalz mennozhioù talvoudus zo da gemer e Kembre da skouer). Kinniget ez eus bet war-lerc'h pleustriñ war al labour da skoueriekaat an anvioù-lec'h, prederiañ war palioù al labour-mañ ha penaos e dalvoudekaat. Evit echuiñ eo bet displeget d'ar stajidi ar pezh a c'helle ober ar strollegezhioù lec'hel hervez o ment ha penaos diorren an divyezhegezh.

E-pad an eil devezh ez eus bet klasket gant tud e karg an Ofis reiñ respontoù fetis da implijidi ar strollegezhioù. Dre m'emañ an dud-se o labourat er c'humunioù hag en departamantoù o deus ezhomm modoù implij resis ha doareoù d'ober gwiriekaet a-benn aozañ ha kas da benn vat an divyezhegezh war o zachenn. Abalamour d'ar c'houlzad « Ya d'ar brezhoneg er c'humunioù » (64 c'humun o deus sinet en deiz a hiziv) ez eus bet savet meur a ober pleustrek aes da gas da benn gant an holl (panellerezh, plakennoù straed, talvoudekaat ar glad dre banelloù divyezhek…) hag e c'heller bremañ diskouez skouerioù fetis hag a ro respontoù sklaer d'ar gargidi lec'hel.

Ar stajidi deuet eus ar 5 departamant a Vreizh, mui unan anezho a oa deuet eus Kuzul-departamant ar Pireneoù-Atlantel zoken, o deus lavaret sklaer e oant bet plijet-bras gant ar staj-mañ dre ma oa danvezioù pragmatek ha kinniget en un doare micherel-kenañ.


Vos commentaires :
Lundi 13 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 3 multiplié par 6 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.