il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /8346.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:1
https://abp.bzh/thumbs/83/8346/8346_1.jpg
Dornsrid louzawouriezh Leyden koshañ skrid brezhonek.

'15 kantved emdroadur ar brezhoneg gwelet dre ar skridoù : un istor eus ar brezhoneg, adalek an indezeuropeg betek ar brezhoneg arnevez.' Diskouezadeg savet gant ar gevredighezh PREDER.

En darn gentañ e tiskouezer nested ar brezhoneg hag ar yezhoù indezeuropek all ha da heul kerentiezh yezhoù ar skourr keltiek. Klokaet eo an trosell istorel hollek-se gant dezrann saviad pep yezh keltiek kempred. Eil darn an diskouezadeg - an hini bouezusañ - zo gouestlet da emdroadur ar brezhoneg abaoe ar Vt kantved. O vezañ m'emañ ar yezh bepred oc'h emdreiñ eo digor an darn diwezhañ war ziaweloù dazont ar brezhoneg. Pep tra zo skoueraet gant teulioù ha dielloù orin, kartennoù ha taolennoù.

E Ti ar Vro Kemper, betek ar 16 a viz Du. Digor eus al Lun d'ar Gwener eus 9 betek 1eur g-m, ha deus 2 eur g-m betek 6 eur noz. D'ar Sadorn, eus 10 eur betek kreisteiz. D'ar Sadorn 10 a viz Du e vo digor a-hed an devezh. Strolladoù a c'hall dont, goulennit ha kinnigit un deiziad.

Ti ar Vro Kemper : 3 plasenn Familh Gabaï (bet 6 straed Jean Jaures) e Kemper 02 98 90 70 43 www.tiarvro.org tiarvro-kemper@wanadoo.fr


Vos commentaires :
Dimanche 5 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 9 multiplié par 9 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.