il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /8217.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

Distro ar bodadoù lenn e Ti ar Vro Kemper Roet e oa bet lañs warlene da zaou vodad lennerien e Ti ar Vro Kemper e 2006. Deuet eo ingal un ugent den bennak evit eskemm tro dro d'ar blijadur o deus da lenn evit lod ha da zeskiñ lenn evit lod all. Adkroget e vez e miz Here.

1/ Ar bodad kentañ a lenn hag a ziviz diwar ul levr bep miz Gant ar skipailh kentañ e vez dibabet asambles ul levr beb miz, a-beb eil unan klasel pe embannet a-gozh hag unan nevez deuet er-maez. Kaout plijadur o lenn, o adlenn, o tizoleiñ levrioù hag o eskemm sav-boentoù setu aze pal ar bodad-se. D'ar Merc'her 17 a viz Here e vo ar bodad-lenn kentañ, da 8 eur noz e Ti ar Vro Kemper. Divizet e vo diwar-benn « Avel Gornog » gant Yann BIJER, embannet gant Al Liamm.

2/ An eil bodad a ginnig mont war raok gant an deskiñ lenn Kinniget e vez d'ar vrezhonegerien a vihanig deskiñ lenn ha kaout plijadur o tizoleiñ pennadoù kazetennoù, pennadoù romantoù pe kanaouennoù… An emvod kentañ evit adstaliañ ar bodad a vo d'ar Merch'er 24 a viz Here, da 8 eur noz e Ti ar Vro Kemper.

Goulennet e vo digant ar re a gemero perzh bezañ ezel eus Ti ar Vro Kemper ha peañ o skodenn evit 2008. Evit kaout muioc'h a ditouroù : TI AR VRO KEMPER 3, plasenn Familh Gabaï, straed Jean Jaurès 29000 KEMPER – 02 98 90 70 43 - tiarvro-kemper@wanadoo.fr


Vos commentaires :
Lundi 6 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 5 multiplié par 0 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.