il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /8173.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:1
https://abp.bzh/thumbs/81/8173/8173_1.gif

Da-geñver an emvod kelaouiñ a zo bet dalc'het e Roazhon d'ar 5 a viz Here e oa bet studiet disoc'hoù ar c'houlzad Ya d'ar brezhoneg er bed prevez hag eo bet roet lañs d'al « labelaat » evit aozadurioù ar gennad prevez.

An Emglev « Ya d'ar brezhoneg », kroget e 2001 gant 178 siner, a vod e 2007, goude 6 vloaz eta, 600 siner deuet eus holl dachennoù ar gennad prevez. Diwar ar 600 siner-se, ouzhpenn an hanter anezho zo embregerezhioù, ar peurrest a zo micherioù frank, kevredigezhioù, kevredadoù pe sindikadoù.

Goude 6 vloaz neuze en deus soñjet an Ofis e oa ret gouzout hiroc'h diwar-benn oberoù ar sinerien. Gwelet o deus tud an Ofis e-kerzh an 300 emgav o deus bet gant ar sinerien e oa bet kaset da benn ouzhpenn 1100 ober ganto. Gant ouzhpenn 237 framm ez eus bet krouet ul logo pe un anv divyezhek, gant ouzhpenn 150 anezho ez eus bet staliet panelloù divyezhek, 120 aozadur o deus savet skritelloù pe blegfollennoù brudañ divyezhek, 71 framm a zo gouest da labourat dre skrid e brezhoneg, 60 framm a c'hell degemer an dud e brezhoneg hag ouzhpenn 50 framm a labour e brezhoneg bemdez.

Abalamour d'an disoc'h-se en deus divizet an Ofis lakaat war wel oberoù an dud ha dre-se reiñ palioù dedennus d'ar sinerien nevez.

Krouet ez eus bet neuze « Labelioù Ya d'ar brezhoneg » a vo 3 anezho. Al Label 1 « Souten ar brezhoneg » a vo roet d'ar frammoù a implij ar brezhoneg evit kehentiñ dre vras (5 ober da zibab ha da gas da benn, diwar ul listennad 20 ober). Al Label 2 « e brezhoneg, mar plij » a vo roet d'ar frammoù a ginnig servijoù e brezhoneg (Bev eo ar brezhoneg er frammoù-se, klevet e vez enno hag alies ez eus bet kinniget stummadurioù war ar brezhoneg) Al Label 3 « Labourat e brezhoneg » a vo roet d'ar frammoù m'eo ar brezhoneg yezh labour pemdeziek an implijidi en diabarzh hag en diavaez. Pal an Ofis eo reiñ labeloù da 30 aozadur a-raok dibenn ar bloaz-mañ.


Vos commentaires :
Jeudi 9 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 4 multiplié par 4 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.