il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /8143.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:1
https://abp.bzh/thumbs/81/8143/8143_1.gif
Christian Le Fustec maer Plouared ha Lena Louarn prezidantez Ofis ar Brezhoneg o sinañ ar garta "Ya d'ar brezhoneg"

D'ar Gwener 28 a viz Gwengolo 2007 e oa bet sinet e Plouared (22) ar garta Ya d'ar brezhoneg dirak an Ao. Christian Le Fustec, maer, an It. Lena Louarn, prezidantez Ofis ar brezhoneg hag an Ao. Gérard Quilin, kuzulier-departamant ha maer Plounevez-Moedeg, deuet da zileuriañ an departamant.

Fañch an Uhel hag Anjela Duval, douaret o-daou e Plouared, ne vefent ket bet savet a-enep, moarvat, m'o defe gwelet Christian Le Fustec, hag eñ brezhoneger a-vihanik, o kinnig d'ar c'huzul-kêr sinañ Ya d'ar brezhoneg.

En e brezegenn en deus embannet sklaer ar maer e c'hoant da skoazellañ krouidigezh un hentad divyezhek e-barzh ar gumun.

E-touez an 20 ober e c'heller menegiñ ar re bennañ anezho : staliañ plakennoù straed divyezhek ; staliañ ur panellerezh divyezhek e diabarzh hag e diavaez savadurioù an ti-kêr ; brudañ an emglev Ya d'ar brezhoneg e-touez embregerezhioù, stalioù ha kevredigezhioù ar gumun ; reiñ an tu d'an dud da eurediñ e brezhoneg ha reiñ dezho paperennoù melestradurel divyezhek ; kemer perzh e koulzad brudañ ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet ; skoazellañ ha/pe arc'hantaouiñ un hentad divyezhek er gumun. Graet e vo gant an div yezh bep tro ma vo staliet panelloù nevez gant ar gumun ha kinniget e vo da implijidi an ti-kêr stummadurioù evit deskiñ brezhoneg pe gwellaat o yezh.

Sinañ a raio ar gumun ur gevrat kefridi gant an Ofis ivez (ober 28), ar pezh a dalvez e vo kenlabouret war hir dermen, gant an Ofis oc'h ober e labour aliañ hag heuliañ sevenidigezh an oberoù evit kas anezho da benn vat.


Vos commentaires :
Vendredi 10 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 9 multiplié par 9 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.