il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /8011.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:1
https://abp.bzh/thumbs/80/8011/8011_1.gif

Diskouezadeg : “Pondi, a-zan ar c'hartennoù : ur gêr diskuliet gant he gladroll. ».

Titl 2 : Servij dielloù ti-kêr Pondi, kevredigezh Mignoned Pondi hag Ofis ar brezhoneg o deus kenlabouret a-benn sevel an diskouezadeg pouezus-mañ.

Savet eo bet an diskouezadeg e teir lodenn evit lakaat da grompren ez eo ar gladroll ur benveg hag un alc'hwez evit kompren istor ar c'hêrioù. Kontañ a reer da gentañ istor ar gladrolloù er c'hantvedoù tremenet, adalek mare ar Romaned betek an deiz a hiziv, hep disoñjal mare Napoleon ar 1añ (dindan e renadur e oa deuet da vezañ ret sevel gladrolloù e pep kumun) ha kinnig a reer war un dro binvioù muzuliañ ha skeudennoù.

Da c'houde eo studiet pizh an emdroadurioù e kêr Pondi abaoe 300 vloaz. Gant steuñvoù ar gladroll, miret aketus e dielloù an ti-kêr, ez eo aes heuliañ penaos e oa bet ar gumun oc'h emdreiñ, an treuzfurmadurioù a oa bet divizet ha kaset da benn gant an daou impalaer (Napoleon ar 1añ ha Napoleon an 3e) ha goude-se gant ar c'huzulioù-kêr o deus meret ar gumun betek bremañ.

En trede lodenn e vo kavet titouroù diwar-benn lec'hioù resis a zo e Pondi : pontoù, ostalerioù, milinoù a zegas da soñj un amzer dremenet echu da vat.

Gant Ofis ar Brezhoneg ( (voir le site) bet labouret da gentañ war mammskrid ar gladroll a-raok kregiñ da vat gant un hir a studiadenn diwar-benn holl anvioù-lec'h ar gumun (3000 anv park hag ouzhpenn 250 anv-lec'h). Diwar c'houlenn ti-kêr Pondi eo bet kaset da benn ar studiadenn-mañ dre m'eo bet sinet ar garta « Ya d'ar brezhoneg » gant ar gumun. Gant servij ar Glad Yezhel Ofis en ar Brezhoneg ez eus bet savet ivez ur banell diwar-benn anvioù-lec'h Pondi hag ar mod d'o studiañ. (s.o. ar pezh stag)

Pedet oc'h eta da zont da weladenniñ an diskouezadeg a vo e Kastell ar Roc'haned adalek ar 5 a viz Here betek ar 15 a viz Du, a Verc'her da Wener etre 10 eur ha kreisteiz hag etre 2 eur ha 6 eur abardaez. Digoust eo mont e-barzh.

Evit gouzout hiroc'h : Dielloù-kêr Pondi Ti-kêr 8 straed François Mitterand 56300 PONDI archives@ville-pontivy.fr


Vos commentaires :
Lundi 13 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 2 multiplié par 1 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.