il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /7950.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

UDB Kreiz Breizh a sav a-du krenn gant gwiraourien Breizh a c'houl na vo ket diframmet departamant Liger-Atlantel eus tachenn lez-varn galv Roazhon. UDB Kreiz Breizh a vo war an dachenn d'ar sadorn 29 a viz Gwengolo 2007 e Roazhon evit manifestiñ dirak Parlamant Breizh. Goulenn a ra Unvaniezh Demokratel Breizh gant ar Vretoned da gemer perzh niverus en emgav-se.

Dibaoe ouzhpenn 1000 bloaz a vez graet war-dro galvoù ar prosezioù e Breizh e kêr Roazhon, da gentañ penn gant lez an Duged, da heul, adalek 1554, gant ar Parlamant, hag hiziv an deiz gant al lez-varn galv. A-viskoaz ar Vretoned zo bet tomm o c'halon ouzh o farlamant. Un arouez eus Breizh a-gozh eo dezhe, met ivez un arouez eus Breizh a rankimp da sevel. Un arouez eus Breizh en he sav, eus Breizh emren gant ur Parlamant da lezenniñ, hag he Stadoù da zegemer pe da nac'h lezennoù Roue Bro-C'hall ; pa ranke al lezennoù-se bezañ diouzh doare gwirioù ha frankizoù Breizh deuet goude sinadur emglev an unvaniezh e 1532. E miz C'hwevrer 1994 da heul manifestadeg ar besketaerien e kreiz-kêr Roazhon, hag an tangwall drastus a oa bet er Parlamant e voe adsavet ha kempennet anezhañ gras da youl kreñv ar Vretoned ha d'an arc'hant bet dastumet gante.

Evit UDB an holl lezioù-barn ensav meur hag a zo stag ouzh lez-varn galv Roazhon a zo ezhomm groñs dioute e Breizh : en Oriant koulz hag e Gwened, e Brest koulz hag e Kemper hag e Naoned koulz hag e Sant-Nazer… En Aodoù-an-Arvor ma vez dalc'het nemet ul lez-varn ensav meur e Sant-Brieg ha serret hini Dinan, e ranko an Dinaniz a vo da vezañ barnet mont da Sant-Brieg. Dav vije ober labourioù da vrasaat al lez-varn eno, dav vije d'ar jandarmed kas an dud damallet da welet ar prokulor 70 km pelloc'h, kement-all a hent evit familhoù an damallidi hag an testoù deiz ar prosezioù… Ar Justis tost eus an dud , emit-hu?

Unan eus ar re efedusañ eo rannvro-justis Breizh. Termen klozadur an aferioù a sav da nav mizvezh hanter, ur geidenn eus ar re wellañ eo, da geñver keidennoù ar c'hwec'h-korn. Neuze en em vodomp niverus, war plasenn ar Parlamant, e Roazhon, d'ar sadorn 29 a viz Gwengolo 2007, da ziskouez da Rachida Dati, ministrez ar Justis, ha da Nikolaz Sarkozy, prezidant ar Republik, n'oullomp ket, ni Bretoned, vije kollet kantadoù a bostoù labour e Roazhon da gas anezhe da lez-varn galv kêr Anje. N'oullomp ket ma vo graet fae war hon istor hag e fell deomp derc'hel rannvro-justis Breizh war pemp departamant hor Bro.

Evit UDB Kreiz Breizh : Herve ar Gall


Vos commentaires :
Dimanche 5 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 2 multiplié par 8 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.