il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /7925.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:1
https://abp.bzh/thumbs/79/7925/7925_1.jpg
Linda Fabiani Ministrez ar Sevenadur e gouarnamant Bro-Skos a oa deuet en Oriant da-geñver Emvod ar Gelted evit brudañ he bro raktresoù he gouarnamant hag evit kreñvaat an darempredoù sevenadurel etre hon div vroad keltiek.

Ur weladenn en Oriant he doa graet an Itron Linda Fabiani e penn-kentañ miz Eost, pedet ma oa bet gant Gouelioù Etrekeltiek an Oriant pa oa Bro-Skos a oa lakaet en a-raok er bloaz-mañ, a-drugarez d'ur stand bras-meurbet ha birvilh ennañ e-pad an dek deiz, hag ivez en abadennoù a oa kinniget a-hed ar gouelioù. Ministrez ar Sevenadur hag Aferioù Europa eo honnezh e gouarnamant Alex Salmond, penn bras ar Scottish National Party hag a stourm evit ma vo dizalc'h Bro-Skos. Tro he deus bet da lakaat ar gaoz war sujedoù a bep seurt evel ar sevenadur, ar politik pe c'hoazh, an darempredoù etre Breizh hag he broad.

Ur vro degemerus ha leun a startijenn Laouen gant an degemer tomm a oa bet graet dezhi en Oriant, an Itron Fabiani he deus kavet pouezus-bras e vefe enoret Bro-Skos en Oriant hevlene. « Evidomp eo un darvoud meur ha talvoudus-kenañ ; hep mar ebet e sikouro kalz da reiñ Bro-Skos da anavezout e Breizh, ha pelloc'h c'hoazh » emezi. Deuet e oa Linda Fabiani e Breizh evit diskouez penaos e oa kreñv al liammoù etre hon daou sevenadur keltiek evel-just, hag ivez evit embann he youl da ginnig ur skeudenn eus Bro-Skos leun a startijenn, digor d'ar bed tro-dro ha c'hoant ganti da zesachañ muioc'h a douristed hag a embregerien : « Fellout a ra deomp lakaat an holl da gompren omp prest da zegemer an holl re a blijfe dezhe bevañ, labourat pe postañ arc'hant e Bro-Skos. A-drugarez d'ar Skosiz nevez-se ivez ma 'zo lañs ha pinvidigezh en hor bro. A-bouez e oa deomp bezañ gwelet en Oriant, deomp da embann hor politikerezh nevez savet a-benn reiñ kalite hor sevenadur da anavezout war an dachenn etrevroadel » he deus kemennet ar Vinistrez.

Brudañ er bed a-bezh Hervez Linda Fabiani e ya hengounioù kreñv ar sevenadurezh gouezelek d'ober sevenadur Bro-Skos hag ivez levezonioù a bep seurt bet degemeret gant Skosiz : « Unan eus perzhioù pennañ hor sevenadur eo e varregezh da dalvezout war ur bern tachennoù, hengounel koulz ha modernoc'h : setu perak 'zo startijenn e-leizh gantañ evit ijinañ traoù nevez ha bezañ priziet er bed a-bezh. » Youl ar gouarnamant eo kas e sevenadur war an dachenn etrevroadel just-a-walc'h : « E Bro-Skos hon eus ensavadurioù hag a zo talvoudus o mouezh war an dachenn-se, a-fed opera, dañs, sonerezh, mirdioù, c'hoariva, festivalioù... Ar festival brasañ a zo er bed eo hini Kêredin, sur-mat. Kement-mañ a rank bezañ lakaet en a-raok a-benn kreñvaat brud Bro-Skos er bed. Unan eus ar c'hefridioù a zo bet fiziet ennon evit ar mizioù da zont an hini eo. » Pal Ministrerezh ar Sevenadur a vo ivez aozañ ur gwir koulzad darvoudoù e-pad ar goañv. Kroget e vefe gant gouel Sant Andrew, gouel broadel Bro-Skos, ha kendalc'het gant Hogmanay (fin ar bloaz), lidoù Robert Burns e miz Genver, hag ar Celtic Connections in Glasgow. « Ur wir binvidigezh eo ar sevenadur evit Bro-Skos, e pep keñver, setu perak e rankomp e gas war-raok. »

Kreñvaat an darempredoù etrevroadel Evit ar pezh a sell ouzh an darempredoù etre Breizh ha Bro-Skos e soñj d'ar Vinistrez « eo gwall-anavezet Breizh gant Skosiz c'hoazh, hag a-fed sonerezh ivez. Unan eus hor palioù eo adsevel hor politikerezh a zarempredoù etrevroadel. E-giz-se e c'hello bezañ krouet liammoù war dachennoù disheñvel etre an div vro geltiek. Hogen, hor gouarnamant n'eo bet lakaet e pleustr nemet a-c'houde daou viz hag ur bern kefridioù hon eus da seveniñ war bep tachenn. »

Ur skol hollc'houezelek ha 9 milion evit an tele A-fed yezh, en deus ar gouarnamant nevez santimant da ziorren kalz ar c'helenn gouezeleg hag e gouezeleg. Ar skol gentañ ma vez kelennet e gouezeleg penn-da-benn, eus ar skol-vamm betek ar c'hlas termen, a zo bet digoret e Glasgow, n'eus ket pell 'zo. « War ar stern ganeomp ivez ez eus ur chadenn-dele hollc'houezelek hag a vo roet lañs dezhi e miz Meurzh 2008 hag a c'hello bezañ resevet dre loarell, dre fun ha dre ar Genrouedad, evit netra. 9 milion a lurioù saoz (13,140 milion €) hon eus postet er raktres-se. » A-bouez-bras eo ar c'hleweled evit an Itron Fabiani : « Dindan galloud Westminster emañ an dachenn-se c'hoazh met spi hon eus e vo krouet gant ar BBC ur chadenn emren evit Bro-Skos. Evit-se e vo ret deomp stourm kreñv war dachenn ar politik, evel m'hon doa graet evit ma vefe lakaet war-wel Istor ha sevenadur Bro-Skos e programmoù kelenn ar skolioù kentañ hag eil derez. »

Dizalc'h ? Perak pas ! Spi e-leizh a zo savet e-keñver politik ivez pa oa bet trec'h dizalc'hourien an SNP en dilennadegoù diwezhañ. « Evit Skosiz eo deuet hon strollad da vezañ gwir strollad Bro-Skos. Ur gammed bras eo an trec'h-se war-du ur Stad dizalc'h. » Er mare-mañ e embann ar Ministr Kentañ Alex Salmond e ginnig referandom, an « Independance White Paper ». N'eus nemet 47 sez diwar 120 hag a zo aet gant e strollad er Parlamant, setu ma vo diaes a-walc'h dezhañ tapout ar brasañ-niver evit aozañ ar referandom. « Evit an demokratelezh e embann bezañ ar strolladoù unanour. Dezhe da brouiñ an dra-se deomp en ur asantiñ d'ar referandom ! » eme Linda Fabiani. Homañ n'eo ket ankeniet tamm ebet gant mennozh ur Stad dizalc'h : « Sellit ouzh Bro-Iwerzhon, Bro-Finland, Bro-Norvej, hag ouzh un toullad broioù bihan all en Europa ! Daoust ha soñjal a ra deoc'h e vefe Skosiz drochoc'h eget ar re all ? Barregezhioù dreist e-leizh he deus hor bro evit lakaat he stad dizalc'h e pleustr. »

Adaozañ ar galloud A-fed buhez ar Rouantelezh-Unanet, laouen eo Linda Fabiani p'eo deuet a-benn ar strollad Plaid Cymru da zegouezhout e penn Parlamant Bro-Gembre hag ivez o welout gouarnamant Norzh-Iwerzhon o vont war-raok. « N'eus ket pell 'zo en doa kemeret perzh Alex Salmond er Bodad Iwerzhon/Bro-Saoz, e Belfast, gant pennoù-bras an Inizi Predenek, ar pezh a zo evidomp ur gammed war-raok evit adaozañ galloudoù hor broadoù en ur mod digoroc'h hag aesoc'h da gompren evit an holl. » Hervez ar Vinistrez, ar bombezennoù o doa tarzhet e Glasgow, o doa lakaet war-wel ar c'hengred etre ar c'humuniezhoù disheñvel a zo o kenvevañ e Bro-Skos. An holl o doa kondaonet an torfed-se a-unvouezh, evit ar wech kentañ er Rouantelezh Unanet. « Difenn a reomp mennozh ur vroad skos e-lec'h ma c'hell pep hini pleustriñ war e sevenadur dezhañ ha bezañ Skosad da vat, war un dro. Unan eus abegoù hor startijenn eo ivez ! »

Kement ha klozañ, he deus adlâret Linda Fabiani pegen laouen e oa gant aergelc'h tomm festival an Oriant hag a ro fred d'ar broadoù keltiek d'en em gavout asambles, da eskemm ha da reiñ da welet ha da glevet o gwellañ perzhioù evit brasañ plijadur an holl.

Komzoù dastumet gant Jakez an Touz/ABP, brezhoneg gant Ya !


Vos commentaires :
Mardi 30 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 9 multiplié par 1 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.