il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /7919.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:1
https://abp.bzh/thumbs/79/7919/7919_1.gif

Ouzhpenn 150 kumun a gemer perzh er 7vet koulzad aozet gant Ofis ar Brezhoneg, gant skoazell DAO (Deskiñ d'An Oadourien), evit brudañ ar c'hentelioù brezhoneg evit an dud deuet.

Lañset e oa bet ar c'houlzad d'ar 5 a viz Gwengolo e Kawan, en Aodoù-an-Arvor. Dirak meur a gevredigezh a ro kentelioù-noz hag a aoz stajoù (Kreizenn Abherve (bro Sant-Brieg), Al Levrig (bro Lannuon), Kreizenn Pempoull (bro Oueloù), KLT (bro Montroulez), Skol An Emsav (bro Roazhon ha Dinan) ha dilennidi ar vro (an It. Bechec, kuzulierez-departamant kanton ar Roc'h-Derrien, an Ao. Garrec, kuzulier-departamant kanton Bear hag an Ao. Auffert, maer Kawan), eo bet kinniget d'ar gazetennerien dafar ar vrudadeg a vo skignet e 5 departamant Breizh. Da lavaret eo : ouzhpenn 7000 skritell adalek ar vent A3 betek ar vent arsavioù-bus, 8000 plegfollenn a ginnig ar frammoù stummañ pennañ, miliadoù a flyer-où, deiziadurioù, ha kartennoù ezel a vo skignet e Breizh met ivez e-maez ar vro (e bro Bariz, e Teurgn…)

Ur perzh bras a zo bet kemeret er c'houlzad gant ar strollegezhioù lec'hel er bloaz-mañ. Ouzhpenn 150 kumun a skigno skritelloù pe blegfollennoù ha moullet e vo pennadoù e meur a gelaouenn ti-kêr. Daougementet eo bet niver ar strollegezhioù lec'hel a gemer perzh er c'houlzad e-keñver warlene (ma oa bet gwelet c'hoazh ur c'hresk 100% en niver a gumunioù). Aze e weler mat levezon ar c'houlzad « Ya d'ar brezhoneg » : emskiantet eo an dilennidi eus ar pezh a c'hellont ober evit diorren ar brezhoneg.

4 C'huzul-departamant diwar 5 a roio o skoazell ivez dre brestañ o rouedad arsavioù-bus pe dre embann ur pennad en ho kazetenn. Gant Kuzul-rannvro Breizh ez eus bet graet bruderezh war e gelaouenn eletectronek.

Mod all, sifroù ar bloavezh-skol 2006-2007 evit ar c'helenn d'an dud deuet a zo bet roet da c'houzout d'ar gazetennerien. En enklask a zo bet kaset da benn gant Arsellva an Ofis e kaver 149 framm a ginnig kentelioù-noz ha 17 a ginnig stajoù berr pe hir (hag 11 anezho war gont ar stummadur dibaouez).

Adkavout a reer an hevelep niver a zeskerien hag er bloaz a-raok, en-dro da 3000 deskard. Ne weler ket a ziskrog el liveoù uhelañ, ar pezh a dalvez e teu an deskerien a-benn da beurzeskiñ brezhoneg ha da vezañ brezhonegerien ampart goude o c'hursus deskiñ. Berzh a ra ar stajoù ivez gant ouzhpenn 1000 den enskrivet warlene pe e vefe er stajoù berr (un dibenn-sizhun, ur sizhunvezh) pe er stajoù hir (6 miz pe ouzhpenn).

War hent ar micherelaat ez a muioc'h-mui an aozadurioù kelenn. Renablet ez eus bet 41 framm deuet da vezañ ezel eus DAO. DAO a ginnig stummadurioù d'ar gelennerien ha dafar pedagogel. Dazont ar frammoù-se eo ar micherelaat, ma fell dezho gwellaat live ar c'helenn hag aozioù labour ar gelennerien

Evit gouzout hiroc'h : www.ofis-bzh.org ha www.dao-bzh.org


Vos commentaires :
Vendredi 10 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 1 multiplié par 4 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.