il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /7872.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:1
https://abp.bzh/thumbs/78/7872/7872_1.jpg

Re vuan eo tremenet an hañv ? Kit diouzhtu war Kaouenn.net da zizoleiñ ar pezh n'ho peus ket gallet gwelet... Bremañ e c'hallit dibab gwelet pep video war ho skramm en e bezh !

Videoioù nevez war www.kaouenn.net da reiñ un tañva deoc'h eus gouel Puck Fair en Iwerzhon, gouel ar C'han Martoloded e Pempoull, ha gouelioù Landreger, Perroz Gireg, Tregastell ha Lannuon. Tro ho po ivez da welet ha selaou sonerien hollvrudet Karen Casey, Dan ar Braz, Gilles Servat pe strolladoù Darhaou, Skirienn, Les Couillons de Tomé, David Pasquet Group peotramant c'hoazh sonerezh Yidish. Ma karjec'h bezañ bevet er grennamzer e vefet plijet gant Gouel ar grennamzer bet e Tonkedeg o klikañ war-eeun war (voir le site) N'eo ket krennvrezhonek met brezhoneg a-feson a vez klevet gant aozerien festival Fisel e Rostrenenn war (voir le site) Ur manga nevez istitlet e brezhoneg (voir le site) Daou zanvez kampion kayak brezhoneger o kinnig o sport war (voir le site) Klevit Yann Ber Rivallain a zesk micherioù ar sevel tiez e brezhoneg da skolajidi Diwan war (voir le site) pe Gregor Mazo eus Divskouarn a labour da ziorren ar magourioù e brezhoneg (voir le site) Profañ a ra deomp Fañch Peru lennadennoù barzhonegoù bet skrivet gantañ. Klask a rit levrioù brezhonek nevez da lenn ? Selaouit Divi Kervella a ginnigo deoc'h levrioù diwezhañ An Alarc'h (voir le site) Heuliad Keleier ar Gwiad a roio ur bern alioù ha skoazelloù deoc'h d'ober ho mad eus hoc'h urzhiataer hag internet. Hag ivez atersadennoù Padrig Herve, prezidant Diwan, Loig Ollivier a stourm war bep tachenn e Pempoull, hep kontañ sonerezhioù a-bep seurt, elektronek, hip hop pe hengounel, ur wech ouzhpenn eo stank ha liesseurt and anvez war Kaouenn.net


Vos commentaires :
Samedi 18 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 9 multiplié par 8 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.