il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /7519.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

D'ar 17 a viz Gwengolo e vo dalc'het he emvod distro-skol gant ar gevredigezh Kentelioù an Noz. Da 8e noz e Ti Keltiek, 3 straed Harouys e Naoned e c'hello an dud gouzout hiroc'h war ar gevredigezh, eurioù ha lec'hioù ar c'hentelioù hag an obererezhioù dudi kinniget evit ar bloavezh 2007/2008 el Liger-Atlantel.

Emvod-meur ar gevredigezh a oa bet d'ar Gwener 15 a viz Mezheven ha daou boent bennañ a oa bet : cheñchet e oa bet ar statudoù hag ur burev nevez a oa bet dilennet.

A-unvouezh e oa bet votet ar cheñchamant graet da statudoù ar gevredigezh a-benn ma c'hello bezañ kaset aesoc'h kentelioù un tamm e pep lec'h en departamant ha dre se tizhout muioc'h a dud. Evit ar bloavezh-skol 2007/2008 e vo kentelioù e Naoned evel-just met ivez e Sant-Ervlan, Orvez, al Lavreer-Botorel, Sant-Stefan-Brengoloù ha Kerverner-Raez. Emvodoù distro-skol a vo e pep a gumun (deiziadoù da vezañ termenet diwezhatoc'h).

Ar burev nevez a zo ennañ Katell Leon, prezidantez ; Korin Rotach, besprezidantez ; Maxime Malette, besprezidant ; Visant Roue, sekretour ; Béatrice Menu-Kerforn, bessekretourez ha Jannick Tendron, teñzorourez.

Ditouroù : 02 40 20 39 74, kann@netcourrier.com ha war www.bretonnantes.org le la les un de a au des une


Vos commentaires :
Dimanche 19 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 3 multiplié par 0 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.