il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /7462.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:1
https://abp.bzh/thumbs/74/7462/7462_1.jpg
Claude Nadeau o seniñ ograoù

Gouel laz-kanañ « La voix dans tous ses états », adalek ar 14 betek an 22 a viz Gouere e Kintin (22), a zegemero Claude Nadeau evit ur sonadeg espar d'an 19 a viz Gouere da 8e45 e Penniliz Kintin, gant Laz-seniñ Traoñienn al Liger, dindan renerezh Gilles Lefevre.

E-kerzh ar sonadeg-se e vo klevet labour al laz-kanerien (renerezh: Rémi Corbier), Stabat Mater Pergolesi (soloourien : Lys Nordet ha Jean-Pierre Tazé ), ar C'hengerzad evit oboell gant Cimarosa (soloour : Michel Tizon) hag ar C'hengerzad evit ograoù op. 4 niv. 6 gant Handel, ha gant Claude Nadeau evel soloourez war ograoù ar Benniliz, ur benveg savet gant ar Roazhonad Jean-Baptiste Claus en 19vet kantved, ha rummet monumant istorel abaoe 1999.

Anavezet-mat eo Claude Nadeau gant ar Vretoned p'eo bet diazezet ganti skol Diwan Pariz. Unan eus ar sonerezed yaouank a vez goulennet ar muiañ eo ivez e-touez bed ar sonerezh kozh. Ar seizhvet rummad sonerien a iliz eo en he familh a orin eus Kebek. Plijout a ra dezhi kontañ an dra-mañ : pa oa yaouank a oa bet azezet dirak un ograoù hag e oa bet lavaret dezhi ur ger hepken : « c'hoari ! »

Ha diwar neuze eo bet pinvidik-tre ar bloavezh 2007 evit ar sonerez yaouank-mañ : graet he deus he c'hammedoù kentañ e miz Genver evel soloourez war ar c'hlavisim en Opera Pariz, ha graet he deus un droiad e Japan, gant skoazell Kuzul-rannvro Breizh, evit diskouez d'ar Japaniz ar sonerezh breizhat. Ar sonadeg e Kintin a vo un abadenn dreistordinal evit an arzourez, abalamour ma vo he sonadeg kentañ gant ul laz-seniñ, gant un oberenn leun a vuhez ha leun a startijenn.

Abaoe 10 vloaz dija ez eo Kintin kalonenn gouel ar vouezh « La voix dans tous ses états », gant kanerien ha sonerien eus Frañs a-bezh hag eus lec'h all. Er bloaz-mañ, e-pad seizh devezh stummadur e vo al laz-kanañ o labourat an oferenn « Nelson » gant Haydn ha rollad tonioù an operetenn . C'hwec'h sonadeg a vo kinniget e-pad ar sizhun.

Lec'hienn : (voir le site)

blog (gant MP3 da selaou): (voir le site)


Vos commentaires :
Vendredi 3 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 0 multiplié par 3 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.