il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /7330.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

Penaos eo bet ganet Abaoe ar penn kentañ he doa bet Divskouarn ur blog, pezh oa bet efedus evit lañsamant an traoù. Buan a-walc'h avat eo bet gwelet ne oa ket a-walc'h hag e vije gwelloc'h kaout ul lec'hienn da vat evit gellet labourat d'ul live uheloc'h. E-korf un nebeut mizioù eo bet savet ar raktres-se a-drugarez da dud zo o deus roet amzer e-giz Jislenn Kalvez peotramant o deus roet alioù prizius e-giz web mestr al lec'hienn yadarbrezhoneg.com. Ul lec'hienn klok ha digor war un dro Digor eo lec'hienn nevez Divskouarn : (voir le site) Diazezet eo al lec'hienn war daou boent pennañ : dastum titouroù ha skignañ anezho. Kavet vo foromoù da skouer, diwar-benn temoù a denn deus labour 2skouarn. Evel just e oa bet foromoù diwar-benn ar brezhoneg a-raok, e-giz barzh lec'hienn An Tour Tan pe c'hoazh Kervarker, met ar wech kentañ eo, a soñj deomp, kaout kaozeadegoù arbennikaet war ar yezh hag ar vugaligoù. Ret eo lar emañ e brezhoneg kenkoulz hag e galleg al lec'hienn. Un dra all a vez kinniget war lec'hienn Divskouarn, ar rummad « alioù da reiñ brezhoneg d'am babig » : kavet vo alioù a bep seurt, respontoù da goulennoù zo, kanaouennoù pe rimadelloù da selaou en linenn gant ar pozioù... Degemeret vo ivez gant al lec'hienn titouroù hollek diwar-benn ar vugaligoù dre vras : mareoù diorren ar vugale yaouank, pedagogiezhioù implijet el lec'hioù degemer... Leuniet vo tamm-ha-tamm al lec'hienn-se ivez gant pennadoù diwar-benn al lec'hioù degemer a ra gant ar brezhoneg, hag emichañs gant ul listennad anvioù magerezed brezhonegerezed. le la les un de a au des une


Vos commentaires :
Jeudi 2 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 9 multiplié par 1 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.