il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /7271.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

Trugarez deoc'h da skignañ ar gemmenadenn-mañ :

SKOAZELL SKOLAJ DIWAN LIGER-ATLANTEL

Strollad skoazell skolaj Diwan Liger-Atlantel, kelennadurezh dre soubidigezh e Brezhoneg, a c'houlenn ho skoazell dre reiñ arc'hant, ur wech an amzer pe reoliek (treuzvankadennoù).

Digoret 'vo ar skolaj e miz Gwengolo 2008 e Naoned. Digemer a raio ar skolaj bugale divyezhek Breizh-uhel ha Pariz a-drugarez d'ar c'houskva. Ar profoù a baeo postoù ar gelennerien e-pad ar 5 bloavezh kentañ, an deskadurezh-stad a sikouro war-lerc'h pa vo lakaet ar skolaj dindan kontrad kevredigezhel. Ar skoazell-mañ, hon eus ezhomm anezhañ a-dal bremañ, a roio tu da staliañ ar skolaj o prenañ dafar.

Skoazellañ dre profoù arc'hant ur skol deus ar rouedad Diwan a zo reiñ ur prof d'ur gevredigezh talvoudus d'an holl hag e ro tu da gaout un distaol a 66% eus ar sammad betek 20 % eus ar sammad dindañ tailhoù. A-benn kaout ar goulenn treuzvankañ, gouzout penaos ober ur prof pe gouzout hiroc'h, e c'hellit mont e darempred gant :

Yannig Guillanton, Strollad skoazell skolaj Diwan Liger-Atlantel, 55 straed ar buoc'hedigoù-doue, 44470 Kerc'hfaou. Pgz. 06 32 70 38 56. Postel : yannick.guillanton@wanadoo.fr

le la les un de a au des une


Vos commentaires :
Lundi 6 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 3 multiplié par 6 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.