il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /7194.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:1
https://abp.bzh/thumbs/71/7194/7194_1.jpg
Ar skipailh prientiñ an devezh diouzh ar stern Frederig Ollivier Samuel Julien Anna ar Beg Sophie Marcon Tangi Louarn Loeiz Donal

An deskadurezh divyezhek a vez gwelet o vont ingal war-raok en eil derez. Ar stajoù hir evit deskiñ ar yezh a ra berzh ken a reont. Ar skol-veur he deus ur roll nevez da c'hoari er jeu ivez marteze. Savet ez eus bet ur bodad-labour war an "Deskadurezh uhel e brezhoneg" e diabarzh Kuzul Sevenadurel Breizh evit en em soñjal war ar poent-mañ, just a-walc'h. Met digeriñ an deskamant d'an holl eo soñj ar bodad-labour ivez. Abalamour da se ez eus bet savet ur framm "Skol-veur ar Bobl". Ur rouedad prederiañ ha skignañ anaoudegezh ha gouiziegezh e vo, ur framm aozañ devezhioù-studi, stajoù, "koñferañsoù profitapl"... Lakaet eo bet ar c'hrogad kentañ d'ar sadorn a-raok gouel Yann, d'an 23 a viz Even. "An internet hag ar brezhoneg" a vo an tem. Kinniget e vo stalioù-labour, da bep hini da c'hallout deskiñ penaos sevel ha merañ ul lec'hienn pe ur blog, penaos filmañ da c'hallout skignañ war an net da c'houde...

Lukian Kergoat

PROGRAMM an devezh :

09.00

Degemer ha digeriñ

Etre ar c'hlask hag ar c'hrouiñ, petra a c'haller ober gant an internet ? gant Fulup Jakez Diviz

10.00

Strollad A : Sevel, boueta ha merañ ul lec'hienn gant Sophie Marcon

Strollad B : Sevel filmoù hag abadennoù da skignañ war ar rouedad gant Laors Skavenneg

12.00 Merenn

13.30

Strollad A : Sevel, boueta ha merañ ur blog gant Gwenvael Jequel Strollad B : Sevel, boueta ha merañ ul lec'hienn gant Sophie Marcon

15.45

Strollad A : Sevel filmoù hag abadennoù da skignañ war ar rouedad gant Laors Skavenneg, Gael Roblin ha Brendan Guillouzic-Gouret

Strollad B : Sevel, boueta ha merañ ur blog gant Gwenvael Jequel

17.45 Klozañ an abadenn

30 den a vo degemeret d'ar muiañ Koust a ray 10 euro an devezh evit ar studierien/liseidi/tud dilabour 15 euro evit ar re all Pred merenn a vo e-barzh ar priz enskrivañ Ret e vo kas e follenn enskrivañ d'an 18 a viz Even d'an diwezhatañ Kasit hoc'h enskrivadur endro a-raok ar 18 a viz Even da :

KUZUL SEVENADUREL BREIZH / CONSEIL CULTUREL DE BRETAGNE 7, straed Jeneral Guillaudot – 35069 ROAZHON CEDEX pgz / Plr : 02 99 87 17 65 sekretouriezh : 02 99 63 18 83 / 08 77 03 29 35 ksb@kuzul.info


Vos commentaires :
Jeudi 16 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 4 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.