il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /7174.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

2007 : 30 vloaz eo skolioù Diwan ! Evit lidañ an degouez-se e kinnigomp deoc'h lakaat an t-shirt dibar krouet a-ratozh gant Kukuxumusu + Bokart. Brudet mat eo an embregerezh euskarat-mañ a-drugarez d'ha saout fentus ha pennfollet.

Krouet en deus Kukuxumusu + Bokart un dresadenn dibar a ziskouez ar gouel bras-se tro-dro d'un tantad, gant tud an holl remziadoù o tañsal war blasenn bublik.

En traoñ an dresadenn e vez lennet an het graet gant Añjela Duval pa oa diazezet er skol Diwan gentañ en Gwitalmeze (Penn-ar-Bed) e 1977 : « Evel ma sav ar raden e gwasked ar man ra resko stan ha laouen bugaligoù DIwan ».

Vak emañ an t-shirt war pevar liv (glas sklaer pe teñval, melen, ruz), tri stumm ha 12 ment. Gwerzhet e vez 12 euro gant skolioù DIwan ar vro pe dre an Internet war tshirt.diwan.free.fr (paeañ sur dre bPayPal, 3 euro frejoù kas). Arc'hantet vo ar skolioù Diwan gant ar gounidoù ; lik, digoust ha digor d'an holl eo skolioù Diwan.

Titour digant : Skol Diwan Louaneg, tshirt.diwan@yahoo.fr + tshirt.diwan.free.fr


Vos commentaires :
Lundi 6 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 8 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.