- Reportage -
Enklask war ar c’hleweled e brezhoneg gant André Lavanant
Dimeurzh tremenet dreist-holl en deus kinniget André Lavanant istor ha savboentoù ar mediaoù e brezhoneg.
Par Philippe Argouarch pour ABP le 16/08/24 21:48
Evel bep bloaz e vez aozet kendivizoù gant gouel etrekeltiek an Oriant. Ar bloaz-mañ e oa meur a hini e brezhoneg hep troidigezhioù. Dimeurzh tremenet dreist-holl en deus kinniget André Lavanant istor ha savboentoù ar mediaoù e brezhoneg.
Unan eus krouerien Diwan, kreizenn stummañ Stumdi ha studio doublañ Dizale eo André Lavanant. Dre an eskemm-mañ e vo komzet gant André Lavanant diwar-benn dazont ar brezhoneg e-kreiz ar bed kleweled hag e vo savet ar goulenn : « Pelec’h e ranker lakaat al live youl evit ar brezhoneg en hor gennad kleweled evit ma c’hallfe bezañ sevenet ? »

Voir aussi sur le même sujet :
média e brezhoneg, media

Ur kelaouer ABP lies-mediaou evit Bro Gerne eo Philippe Argouarch. E miz Here 2003 krouet en deus ABP. Da gentañ, webmaster an International Herald Tribune e Paris ea bet, ha da gentañ adarre, unan an tri webmasterioù ar Wells Fargo Bank e San Francisco. Labourat en deus ivez e \"start-upioù\" hag en ur arnodlec\'h enklask e Stanford skol veur (voir le site) ha (voir le site) .
Vos 0 commentaires