Jeanne Jugan, c'hoar vihan ar re baour

Annonce publié le 18/07/24 10:30 dans Langues de Bretagne par Florent Grouin pour Florent Grouin
https://abp.bzh/thumbs/70/70680/70680_1.png
Marie Jamet 'zo arruet 'ba 'r genvreuriezh warlerc'h Jeanne Jugan, padal he deus lâret diwezhatoc'h e oa-hi a-orin an traoù.
Jeanne Jugan, c'hoar vihan ar re baour / La fondatrice des Petites Sœurs des Pauvres (662 vues)

Santez «https://www.brezhoweb.bzh/Jeanne-jugan-hoar-vihan-baour-istor-livet_fiche_4444.html» target=«_blank»>Jeanne Jugan a oa ur Vretonez 'vel ma oa ur bochad e penn-kentañ an XIXvet kantved. Ganet en ur familh paour-razh, koll a reas he breur hag he zad war vor. Dont a ra da vezañ matezh.

Met daoust d'he buhez diaes, e krogas da zegemer tud paouroc’h eviti, hag e kroua kenvreuriezh C'hoarezed bihan ar re Baour.

Berzh a ra, met lakaet eo bet a gostez gant un abad uhelek...

Un abadenn e brezhoneg istitlet e galleg da welet «https://www.brezhoweb.bzh/Jeanne-jugan-hoar-vihan-baour-istor-livet_fiche_4444.html» target=«_blank»>o klikañ amañ !


Vos commentaires :
Naon-e-dad
Samedi 31 août 2024
Brezhoneg ha galleg.
.
E brezhoneg ez eus C'hoarezed (e-barzh ur familh: breudeur ha c'hoarezed) ha Seurezed (e-barzh an Iliz gatolik: Frered ha Seurezed). Disheñvel eo ar gerioù implijet.
.
E galleg, ar memes gerioù eo a vez implijet gant an dud laik hag an dud relijiel o stad.
.
A galon

Kolaz
Samedi 31 août 2024
Ya, me 'ouia an diforc'h-se mes me 'wela ar «Petite Soeur» get ar ster «C'hoar» just-walc’h.

Marse e farian, n'eo ket sklaer-sklaer me 'gava genin.

Mersi deoc'h aveit ho evezhiadenn !

Nikolaz ag An Istoer Livet


Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 9 ?