N'eo ket ken brudet «https://www.brezhoweb.bzh/Erispoe-roue-kenta-breizh_fiche_4406.html» target=«_blank»>Erispoe 'vel e dad pe e genderv.
Nevenoe, e dad, en doa kaset emsavadeg ar vretoned a-enep d'an impalaeriezh karolingat hag e genderv, Salaun, en deus roet hec’h oadvezh aour d'ar rouantelezh.
Met «https://www.brezhoweb.bzh/Erispoe-roue-kenta-breizh_fiche_4406.html» target=«_blank»>Erispoe an hini eo en deus lakaet diazezoù ar rouantelezh ha digor an hent d'an oadvezh aour !
Met eus pelec'h e teu ar familh-se ? Peseurt statud evit rouantelezh Breizh e-keñver rouantelezh Frank ? Hag ar plas 'ba impalaeriezh ar Garolingidi ?
Nikolaz a ginnig deoc'h ur prantad istorel luziet 'ba rann nevez An Istor Livet.
Un abadenn istitlet e galleg da adkavout o «https://www.brezhoweb.bzh/Erispoe-roue-kenta-breizh_fiche_4406.html» target=«_blank»>klikañ amañ .
■Lignezou roueed Vreiz tra-mor hag an douar braz a ginnig eur prezeg diwar an orinou a gemerer er mojennou adsavet ganto a-heligenta. An doare m’int bet savet a ziskouez faltaziadennou politikel ijinet hag a gont istor al lignezou kement ha ma z int diazezet warno. Orin Troia dre vojenn Romulus ha Remus zo eun doare d’en em staga ouz bed Roma ha da zevel lignezou ha rouanteleziou ar hosa posubl. Da vare Charlez Veur ema adarre an titr a « roue » e-kreiz an divizou, med damhoantou mestroni ar Franked a ya a-benn koulskoude, abred-kenañ, e enebiez ar Vretoned, ha kampagnou soudarded Charlez Veur a zougen testeni eo dizalh ar Vretoned evid gwir pe emren da vat. Er XIVved ha XVved kantved, bruderez an Duke deo addispleget ar mammennou ganto evid proui e oa kosoh lignez Vreiz eged hini rouantelez Bro-Hall. Kemer a ra perz e saverez romant broadel Breiz an douar braz e dibenn at Grenn-Amzer.
GENDRY, Mickaël, « Sur le passé romain des anciens rois de Bretagne », Bulletin de la Société archéologique du Finistère, tome CL, 2022, p.185-217.